{"id":16419,"date":"2023-11-13T16:12:21","date_gmt":"2023-11-13T15:12:21","guid":{"rendered":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/?page_id=16419"},"modified":"2025-10-07T10:37:19","modified_gmt":"2025-10-07T08:37:19","slug":"la-carte-insulaire","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/la-carte-insulaire\/","title":{"rendered":"Pass an inizi"},"content":{"rendered":"<p><img decoding=\"async\" title=\"\" src=\"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/wp-content\/uploads\/elementor\/thumbs\/CompagnieOceane-8776-scaled-psmktduwg3skgadznedhlk7uw7josm0d1p6kt6hxfs.jpg\" alt=\"Voyager sur les navires BreizhGo avec la carte insulaire\" \/><\/p>\n<h2>UR PRIZ DIGRESKET A-HED AR BLOAZ EVIT ENEZIZ<\/h2>\n<p>Dleout a ra annezidi inizi Kreisteiz Breizh gellout konta\u00f1 war un deservij mor solius hag a warant dezho al liamm ret ouzh ar c&#8217;hevandir a-hed ar bloaz. Gant ar gevrat dileuria\u00f1 ar servij publik leviet gant Rannvro Breizh ez eus savet ur c&#8217;hinnig evit annezidi an inizi neuze, evit aesaat o monedoneo\u00f9 ingal etre an enezenn hag ar c&#8217;hevandir.<\/p>\n<h3>UR PASS EVIT ANNEZIDI BAD AN INIZI<\/h3>\n<p>Gellout a rit kantreizha\u00f1 emaoc&#8217;h o chom a-drebad war an enezenn ?\u00a0 Goulennit ar <strong>pass \u00ab eneziat \u00bb<\/strong><\/p>\n<p>Roet e vez kartenn an inizi da gement hinienn a c&#8217;hell kantreizha\u00f1 ema\u00f1 hec&#8217;h annez penna\u00f1 en unan eus kumunio\u00f9 an inizi deservijet gant Kompagnunezh ar Meurvor.<\/p>\n<p>Evit goulenn ar gartenn, kit, mar plij, da di-k\u00ear hoc&#8217;h annez war an inizi evit kemer ar furmskrid graet a-ratozh.<\/p>\n<p><img decoding=\"async\" title=\"\" src=\"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/wp-content\/uploads\/elementor\/thumbs\/CompagnieOceane-8842-scaled-psmkx57ns8yztblyd68omtq97dwy4sw2ra45yxz6mw.jpg\" alt=\"Le Pass Insulaire vers Groix, Belle-\u00cele, Houat et Hoedic\" \/><\/p>\n<p style=\"text-align: center;\"><strong>Mat da c&#8217;houzout<\/strong> : Abaoe ar 1a\u00f1 a viz Eost 2022 eo bet kemmet an argerzhadur rei\u00f1 kartenn an inizi evit a sell ouzh annezidi kumun Porzh-Lae. Ho pedi\u00f1 a reomp da sellet ouzh lec&#8217;hienn <a href=\"http:\/\/www.lepalais.fr\/tarifs-insulaires.html\">internet ar gumun<\/a> evit anavezout an doareo\u00f9 nevez da gemer ha da fizia\u00f1 ho teuliad.<\/p>\n<h3>AN DIFRAEO\u00d9 MELESTRADUREL EVIT KAOUT PASS AN INIZI<\/h3>\n<p>Setu roll an teulio\u00f9 kantreizha\u00f1 a vo da staga\u00f1 ouzh ho koulenn :<\/p>\n<ul>\n<li>Un eilad eus ar c&#8217;hemenn tello\u00f9 diwezha\u00f1 pe un eilad eus an akta noteriet a desteni ho peus prenet un annez penna\u00f1 war an enezenn (savet dindan 6 miz zo) pe un eilad eus diskl\u00eariadur peurober al labourio\u00f9 savet dindan 6 miz zo (pa saver un annez penna\u00f1) pe un eilad eus ar gevrat feurmi\u00f1 ;<\/li>\n<li>un eilad eus teul-anaout pep goulenner ;<\/li>\n<li>un eilad eus al levrig familh pa vez ur goulenn lies ;<\/li>\n<li>ur poltred-anaout eus pep goulenner ;<\/li>\n<li>un eilad eus kartenn c&#8217;hris pep karbed savet war anv ar goulenner.<\/li>\n<\/ul>\n<p>Roet e vo ar statud eneziat goude ma vo sellet pizh ouzh an teuliad <strong>klok<\/strong> gant kuzul-k\u00ear ho kumun, ha gant ar Rannvro da c&#8217;houde. Gwiriekaat a ra an asant ha kas an teuliad da Gompagnunezh ar Meurvor a ra war-dro sevel ar c&#8217;hartenno\u00f9.<\/p>\n<h2>UN TEUL TREUZDOUGEN PERSONEL WAR-DU INIZI AR MOR-BIHAN<\/h2>\n<p><img decoding=\"async\" title=\"\" src=\"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/wp-content\/uploads\/elementor\/thumbs\/CompagnieOceane-Campagne0324-psml6vtbq15s4g616b0b1npr0lijiro9hslfei5f34.jpg\" alt=\"Embarquez votre v\u00e9hicule avec le pass insulaire\" \/><\/p>\n<p>Ur wech degemeret ho teuliad e vo kaset deoc&#8217;h, ha da gement ezel eus ho familh ho poa graet ur goulenn evito, ur gartenn \u00ab Pass eneziat \u00bb. Personel hepken eo ar gartenn war anv-ma\u00f1 hag ema\u00f1 e talvoud keit ha m&#8217;emaoc&#8217;h o chom war an enezenn. Rei\u00f1 a ra diraez deoc&#8217;h d&#8217;ar prizio\u00f9 digresket usveneget evit an holl inizi deservijet (war-bouez tremen ar c&#8217;harbedo\u00f9 implijet war an enezenn annez). Rankout a rit derc&#8217;hel anezhi ganeoc&#8217;h. Talvezout a raio deoc&#8217;h da deul treuzdougen da bep treuzadenn.<\/p>\n<h3>AR PASSO\u00d9 ENEZIAT EVIT AR C&#8217;HARBEDO\u00d9<\/h3>\n<p>Ne c&#8217;heller implijout ar passo\u00f9 karbedo\u00f9 nemet evit an treuzadenno\u00f9 etre ar c&#8217;hevandir hag an enezenn annez. Miret int hepken evit an dud o deus passo\u00f9 eneziat kerzhourien hag emaint e talvoud hepken pa lestr ar c&#8217;harbed gant e berc&#8217;henn. Ne c&#8217;hell ket an dud dilezel o fass eneziat gant un annezad all eus an enezenn pe gant un ezel eus o familh.<\/p>\n<h3>MIROUT BILHEDO\u00d9 AN INIZI<\/h3>\n<p>Aliet eo mirout bilhedo\u00f9 evit pep treuzadenn ha dreist pep tra e-pad an uhelamzer ha pa lestrit gant ur c&#8217;harbed.<\/p>\n<p>Enrollet emgefreek e vez pep bilhed miret war ar passo\u00f9 eneziat a dalvez da deul treuzdougen.\u00a0 Ret eo diskouez dezho unan-hag-unan da bep lestradur neuze.<\/p>\n<p>Ma vez implijet ar pass eneziat en un doare flodus pe enep d&#8217;an <a href=\"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/penndivizou-treuzdougen-ha-gwerzhin\/\">Divizo\u00f9 Hollek Gwerzha\u00f1<\/a> e vo tennet anezha\u00f1.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>UR PRIZ DIGRESKET A-HED AR BLOAZ EVIT ENEZIZ Dleout a ra annezidi inizi Kreisteiz Breizh gellout konta\u00f1 war un deservij mor solius hag a warant dezho al liamm ret ouzh ar c&#8217;hevandir a-hed ar bloaz. Gant ar gevrat dileuria\u00f1 ar servij publik leviet gant Rannvro Breizh ez eus savet ur c&#8217;hinnig evit annezidi an inizi [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":28,"featured_media":10951,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"footnotes":""},"class_list":["post-16419","page","type-page","status-publish","has-post-thumbnail","hentry"],"acf":[],"publishpress_future_action":{"enabled":false,"date":"2026-06-11 05:20:55","action":"change-status","newStatus":"draft","terms":[],"taxonomy":"translation_priority","extraData":[]},"publishpress_future_workflow_manual_trigger":{"enabledWorkflows":[]},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/16419","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/users\/28"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=16419"}],"version-history":[{"count":15,"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/16419\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":31844,"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/16419\/revisions\/31844"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/media\/10951"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/oceane.breizhgo.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=16419"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}