Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Ar Gerveur (Saozon)

Karout a rafec'h gweladenniñ ar Gerveur en un devezh ? Dindan 30 munutenn, dilestrit e Saozon ha kemerit hoc'h ebat war an enezenn en ur gregiñ gant an aod norzh.

TREUZADENN KIBEREN – SAOZON E 30 MUNUTENN 

Goude un dreuzadenn verr 30 munutenn pad eus gar-vor Kiberen war vourzh hon herrvag beajourien Kerdoniz, e tilestrit e Saozon, porzh kaer-meurbet eus Breizh, e diez livet priziet gant ar vakañserien. 

E miz Mae, miz Gouere ha miz Eost eo Saozon al lec’h loc’hañ dreist evit un devezhiad achapadenn pe ur chomadenn war an enezenn. 

GWELADENNIÑ AR GERVEUR EN UN DEVEZH A C’HELL BEZAÑ 

Evit tremen un devezh en amzer vras, lestrit da 9e25 e Kiberen ha kit da borzh bihan Saozon dindan 30 munutenn. Kemerit amzer da evañ ur banne kafe war ar c’hae ha bamit dirak kaerder an tamm baradozig-mañ a-raok mont da ziskoachañ bravigoù aod norzh ar Gerveur. 

Kinnig a ra Ofis an Touristerezh deoc’h ul lec’h-degemer a zo e implijidi en ho kourc’hemenn evit ho heñchañ hag ho titouriñ pa zegouezhoc’h war ar Gerveur. Lec’h Titouriñ an Douristed, damdost d’ar c’habitendi, a zegemer ac’hanoc’h bemdez etre 8e30 ha 11e30 hag etre 4e30 ha 8e30 g.k. ha kement-se eus miz Ebrel da viz Gwengolo ! 

Gant hon distroioù diwezhat e c’helloc’h kemer ebat da vat eus ho tevezh a-raok distreiñ war ar c’hevandir.   Sellit ouzh an eurioù. 

TRO-VALE EUS SAOZON BETEK BEG AR POLEN 

Ur wech dilestret e Saozon, kit gant ar wenodenn a gaso deoc’h,  war-dro 1e30 o vale, war-du ul lec’h dibar all : Beg ar Polen. Gellout a rit dibab ober an droiad-vale 11.5 km en he fezh, e 3 eurvezh bennak, ar pezh a roio an dro deoc’h da arvestiñ ouzh an aod norzh ha da gaout ur pik-nik mat, pe c’hoazh d’ober ar pennad-hent distro gant ar bus adalek beg ar Polen evit kemer ebat eus Saozon dres da goulz merenn, hag eus an oufoù e-kichen d’an enderv.  Dre ma rankit distreiñ da 7e35 g.k. ho po amzer da vamiñ dirak kaerder porzh bihan Saozon e fin an devezh just a-raok lestrañ.  

GWELADENNIÑ BEG AR POLEN HA PORZH-LAE EUS SAOZON 

Arnodit 2 dreuzadenn disheñvel : loc’hañ eus Kiberen war-du Saozon e 30 munutenn war vourzh Kerdoniz da 9e25, ha neuze distreiñ eus Porzh-Lae war-du Kiberen e fin an enderv pe d’an abardaez, war vourzh unan eus hor bigi chalbotat : Bangor pe Vindilis.   

Deservijet eo Saozon pep hantereur gant Belle-île Bus. Ur wech degouezhet e Saozon, kit betek an arsav-bus en ur hedañ porzh kaer Saozon. Dre veur a linenn e c’hellit tizhout lec’h loc’hañ ho troiad-vale : Beg ar Polen.  Ur wech degouezhet, arvestit un nebeud munutennoù ouzh ar gwel-kaer a-raok stagañ gant 17.5km bale (war-dro 5e30) evit en em gavout e Porzh-Lae. Evit ho merenn, da zibab : merennañ e porzh Saozon pe pik-nikañ e ti Mari Glazioù ! Ar re n’int ket kalonek a-walc’h a c’hello mont eus Saozon betek Porzh-Lae gant ar bus. 

UN EIL PORZH DEGOUEZH EVIT HO CHOMADENN ER GERVEUR 

Porzh pennañ an enezenn eo Porzh-Lae ha lec’h degouezh an holl veajourien en izelamzer. Evit gwellaat perzhded degemer an douristed en uhelamzer e c’heller gweladenniñ ar Gerveur eus Saozon ivez dre ar vorlinenn hañv a loc’h eus Kiberen en dibennoù-sizhun hir a viz Mae, e miz Gouere hag e miz Eost. 

Rakwelet ho peus chemel war an enezenn en hañv-mañ ? Ma veajit hep karr-tan eo gwelloc’h deoc’h dont gant an herrvag a gaso ac’hanoc’h betek ar Gerveur e 30 munutenn ha chemel e Saozon pe en ur gumun damdost deservijet gant ar bus. 

OFIS AN DOURISTED OUZH HO SELAOU 

Ma fell deoc’h gouzout un tamm muioc’h diouzh ar Gerveur en un devezh e pedomp ac’hanoc’h da vont e darempred gant Ofis an Douristed, en ho kourc’hemenn evit ho skoazell da aozañ ho troiad e Saozon. Kinniget e vo deoc’h an holl droiadoù a zo d’ober, an doareoù dilec’hiañ koublet gant Belle-Île Bus koulz hag an doareoù feurmiñ karbedoù pe mirc’hi-houarn (kentoc’h tredan) a zo hegerz e Saozon. 

Gouezit e vez kinniget feurmiñ karbedoù e Saozon ivez evit ma vo aesoc’h d’ar veajourien dilec’hiañ war an enezenn.  Gellout a rit tapout ur c’harr-tan pe ur marc’h-houarn neuze, kerkent ha degouezhet war an enezenn. 

Ma veajit gant ho karbed deoc’h pe gant ho marc’h-houarn n’eus nemet al liamm Kiberen-Porzh-Lae a c’helloc’h dibab.  

Mirout ma bilhedoù 

Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù*

    • Etre 2 ha 3 mont-dont bemdez e-pad dibennoù-sizhun Yaou-Bask ha Pantekost koulz hag e miz Gouere ha miz Eost 
    • Loc’hañ kentañ 9e/ distro diwezhañ 7e noz 

    *kement ha diskouez 

    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,35 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,50 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,00 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen, 20 munutenn a-raok al loc’hañ 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ.
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).