Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Gar vor Kiberen

MONT WAR GOURENEZ KIBEREN, PARKAÑ HA MONET D'AR GAR-VOR

Digor eo gar-vor Kiberen a-hed ar bloaz a Lun da Sul, 30 munutenn a-raok al loc’hañ kentañ ha betek loc’hañ diwezhañ an devezh.  Evit aesaat kas ar c’harbedoù hag ar veajourien e pedomp ac’hanoc’h da zoujañ d’an eurioù lestrañ met d’ober ivez gant ar parklec’hioù eskemm ha gant ar bulzunoù adal ma vezont lakaet da vont en-dro. Ma vez dale ganeoc’h, kit e darempred ganeomp a-raok eur loc’hañ ho lestr, evidomp da c’hellout kemmañ ho pilhed ha da lakaat ac’hanoc’h war vourzh al lestr kentañ. 

Emañ ar gar e Porzh Maria, 56170 Kiberen 

Diaes e c’hell bezañ monet ha parkañ tro-war-dro d’ar c’hae-lestrañ.  Hoc’h aliañ a reomp da zegouezhout e Kiberen un eur a-raok ma loc’ho ho pag ha da rakwelout an diaesterioù monet ha parkañ a c’hell c’hoarvezout er prantadoù ma vez darempredet stank al lec’h.  Lestrañ 45 munutenn a-raok ar c’hemenn ma loc’ho ar vag evit a sell ouzh ar c’harbedoù hag 20 munutenn a-raok evit ar veajourien. 

MONED HA PARKAÑ ER GAR-VOR

Pa zegouezhit e Kiberen, kit war-du ar gar-vor o heuliañ ar panelloù-hent « Kae-lestrañ d’ar Gerveur » / « Porzh Maria ». Diwallit, Merc’her ha Sadorn zo deizioù marc’had e Kiberen. Ouzhpenn-se, en uhelamzer (dibennoù-sizhun, vakañsoù skol, hañvezh) e vez stank alies an tremenerezh war ar gourenez. Hoc’h aliañ a reomp da zegouezhout abred ha da zistreiñ diwezhat. 

An arsavioù berr a c’hell bezañ graet damdost d’ar gar-vor. Pa vez ur mor bras a dud e pedomp ac’hanoc’h da aozañ treuzdougen ar veajourien gant ar vulzun (bus pe distouver) pe gant ar c’harr-boutin evit mont sederoc’h betek ar gar-vor. 

Ar parklec’h lestrañ, a zo a-dreñv ar gar-vor, a zo miret hepken evit bleinerien ar c’harbedoù a zeu da lestrañ diouzhtu (45 munutenn a-raok loc’hañ). Ma vezit abred evit lestrañ gant ho karbed ne c’helloc’h ket parkañ war ar parklec’h-mañ da c’hortoz loc’hañ. En enep, na dermit ket da bellgomz d’hor c’hreizenn virout (priz ur bellgomzadenn lec’hel) evit gouzout ha gellout a rafec’h loc’hañ abretoc’h.  

Afer vat : Prientit ho hent gant Mobibreizh 

En Alre emañ ar gar SNCF tostañ ha deservijet eo gant al linennoù broadel bras (3e45 gant an TTB adalek Pariz-Montparnasse). Da-heul ez eus bet lakaet war-sav ur servij kirri-boutin betek gar-vor Kiberen (titouroù ha mirout war Voyages SNCF).  

E miz Gouere ha miz Eost e ra ar busoù al liamm betek Plouharnel hepken, a-raok mont tre er gourenez. Eus Plouharnel da Giberen e vez graet al liammoù gant an tren a reer « an Distouver » anezhañ. Ober a ra an tren-mañ ar mont-dont etre an Alre ha Kiberen ha gantañ e c’hellit tremen hebiou ar stankadegoù en ur vamañ dirak bae Kiberen.   Implijet e vez gant ouzhpenn un hanter-vilion a veajourien bep bloaz. 

Deservijet eo Kiberen ivez gant ul linenn girri-boutin voas eus ar rouedad BreizhGo : al linenn N°1 An Alre-Karnag-Kiberen. 

Emañ an arsav-bus Gar-vor – Porzh Maria war leurgêr gar-vor Kiberen. Pellgargit eurioù al linenn voas :  Eurioù bus Linenn 1 

PARKAÑ EN IZELAMZER : 

Eus hanter miz Du da viz Meurzh e c’hellit lezel ho karbed war unan eus parklec’hioù digoust kêr, padal eo reolennet pad ar parkañ enno.  


PARKAÑ EN UHELAMZER : 

En uhelamzer, adalek miz Ebrel betek vakañsoù an Hollsent, e aliomp deoc’h :  

  • Parklec’h an Inizi – 1 100 plas – emañ a-zehou deoc’h e mont tre Kiberen, bali ar Jeneral de Gaulle : 

Eus miz Ebrel da hanter viz Du ez eus da baeañ ar parklec’h-mañ a zo evezhiet noz-deiz. Dre ziskouez ho tiked parkañ e veoc’h kaset da c’har-vor Porzh Maria gant ur vulzun digoust a c’helloc’h mont ganti en-dro d’ho tistro. Loc’hañ bep 10 pe 20 munutenn. Paeañ a rit ar parkañ pa gemerit ho karbed en-dro.  

Eus dibenn miz Du da viz Meurzh eo frank, digoust ha didermen ar parkañ met n’eo ket evezhiet ar parklec’h ha n’eus bulzun treuzkas ebet war-du ar gar-vor. Graet e vez al liamm gant kirri-boutin al linenn 1 BreizhGo. Titouroù war an eurioù hag ar prizioù da +33 (0)2 97 30 59 45

  • Parklec’h Kerne – 300 plas – hent Kerniskob 

Digor eus hanter miz Meurzh betek hanter miz Du Mirout aliet. Bulzunoù digoust betek ar c’hae-lestrañ. Titouroù war an eurioù hag ar prizioù da +33 (0)6 86 62 69 18 pe war al lec’hienn www.parkingdekerne.com

Sellit ouzh an tres parkañ en uhelamzer hag ouzh an holl reolennoù parkañ en uhelamzer e Kiberen. 

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).