Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Houad

Gant kompagnunezh ar Meurvor, kompagnunezh vor inizi ar Mor-Bihan, emgav war enez Houad, enezennig neuziet-kaer a-vaez da Giberen ! Bemdez a-hed ar bloaz, gant ho familh, ho mignoned, a-goublad pe hoc'h-unan, lestrit war vourzh hor bigi evit ober anaoudegezh gant an enezenn besketaerien-mañ, tres ur baradoz warni.

TREUZADENN KIBEREN WAR-DU HOUAD, UN ENEZENN GAER DA WELADENNIÑ A-HED AR BLOAZ 

Gant Kompagnunezh ar Meurvor, grit anaoudegezh gant enez Houad ! 

14 km a-vaez da Giberen emañ Houad, dispartiet diouzh he c’hoar vihan Edig gant 8 kmad a donnoù glas. Sevel a ra he zornaodoù greunitek eus he skrin dour boull. 

Goude un dreuzadenn 40 munutenn war vag eus Kiberen, donemat deoc’h e Porzh Sant Geltaz ! Eno e veoc’h degemeret gant un tregont bennak a vigi pesketa, flamm o livioù, ha gant ur vordilh a gavelloù berniet er sav war-du bourc’h dudius Houad. 

  • 1 gar-vor loc’hañ e Kiberen 
  • 40 munutenn treuziñ eus Kiberen da Houad 
  • 25 munutenn treuziñ eus Kiberen da Edig 
  • 2 / 3 mont-dont etre miz Gwengolo ha miz Even 
  • 4 mont-dont e miz Gouere ha miz Eost 

GRIT TRO ENEZ HOUAD WAR DROAD EN UN DEVEZH ! 

  • 3 km hed hag 1,5 km d’al ledanañ 
  • 288 hektar 
  • 17 kmad gwenodennoù-aod 

Gellout a reer ergerzhout enez Houad en un devezh war varc’h-houarn pe war droad o vont gant ar wenodenn-aod. Ur gwir goudor a beoc’h eo Houad : karr-tan ebet amañ ! 

Bigi o c’houc’h livet, kavelloù berniet war ar c’haeoù, tiez o stalafioù glas, ul lann c’hlasvezus ha tornaodoù greunitek.  Houad… else ! A-fet dilested ha digêriañ ez eus en enezenn peadra d’ho tic’hoantañ. Plijet-kaer e veoc’h o straniñ e straedigoù he c’hêriadenn, riblet gant roz-malv.  Er Reter, goudoret-brav, emañ Traezh ar Gored, un draezhenn hir ha kaer-meurbet hag a bed ac’hanoc’h da ziskuizhañ ha da gouronkañ. Freskig eo an dour, gwir eo, met ken sklaer ivez… Avanturit ivez war-du kornôg an enezenn, gouesoc’h ha sav-disavoc’h, ha diskoachit unan eus an oufoù kaer ha kuzh, skoachet e toulloù an tornaodoù. Daou zibab evit mont di : war droad gant ar wenodenn-aod, pe war varc’h-houarn, ho fri en avel. Na zisoñjit ket kas ho pik-nik ganeoc’h. Ha distroit e koulz evit arvestiñ ouzh distro ar besketaerien e porzh Sant Geltaz. Ur gwir abadenn ! Na c’hortozit ket pelloc’h neuze, mirit ho pilhed evit un devezhiad achapadenn war enez Houad. 

Muioc’h a ditouroù war www.baiedequiberon.bzh 

Gellout a ra an heol skeiñ kalet a-wechoù ha n’eus ket kalz a dachennoù en disheol war enez Houad. A-bouez eo bezañ akipet mat neuze : tog, lunedoù-heol ha dienn heol.  Gellout a reoc’h memestra tennañ splet eus ur c’horn en disheol er stankenn, gant taolioù pik-nikañ. Kemerit ganeoc’h botoù mat, rak hep karr-tan e ranker kerzhet. Padal n’eo ket ret kemer botoù bale ! Re dev int ha pa gerzher ganto e vez lakaet ar plant hag an tevennoù en arvar.   Bezit soñj eno !

Mar karit, na dermit ket da genderc’hel gant an avantur oc’h ober anaoudegezh gant enez Edig, c’hoar vihan enez Houad ha ken dudius all.

Mirout ma bilhedoù

L'actualité Houad

  • Hentadoù war an oad : Dizoloiñ Houad dre ar C’hêrioù Kozh

    13 November 2025

    Mont da Houad war an oad a ginnig ur sevenadur enezanek heñvel, e-kreiz natur bennak leun a frij. Tost da gavout hepken gant baten, e sigel ar priezenn-mañ eus Morbihan gant purentez he tiezioù : trae...
  • Petra ober e Kiberen a-raok pignat war vag ?

    31 October 2025

    Emañ beg-douar Kiberen ul lec’h dreist evit kevreañ diskuizh, natur ha mor a-raok pignat war ar vag da zifenn war an inizi. Pe e vefec’h o tremen ur vakañs pe o vont d’un dreizhadeg, e c’hallit bevañ...
  • Mont da Houat gant ar vugale : ideoù evit ober e-pad an deiz

    02 October 2025

    Ur grennvouez bihan kenstroll Houat er Morbihan eo, perffaet evit mont e vakanshioù en familh. E-barzh ar plajennoù, an traoù ober ha troioù bevenn aes, e kavo ar vugale ur stalvezh plijus. Dizoloiñ p...
Voir plus d'actualités
Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù

    • 2 vont-ha-dont bemdez 
    • Loc’hañ kentañ 8e10/ distro diwezhañ 5e40 g.k. 
    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,90 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,90 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,30 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor Kiberen, 20 munutenn a-raok al loc’hañ. 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ. 
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).