- Accueil
- SURENTEZ WAR VOURZH
SURENTEZ WAR VOURZH
EVIT HO SURENTEZ WAR VOURZH KOMPAGNUNEZH AR MEURVOR,
e c’houlennomp digant an holl veajourien bezañ atav war evezh ouzh ar c’hemennoù embannet er gar-vor pe war vourzh e-doug an dreuzadenn, hag anavezout ivez ar c’hemennoù surentez skritellet ha doujañ dezho.
TREMENEREZH ER PORZHVA
Er porzhva eo stank ar c’henobererezhioù : karbedoù o tremen, kerzhourien, koskor ar Gompagnunezh, karrigennoù gorre-gouziz…Un endro dañjerus eo.
Evit parraat ouzh pep gwallzarvoud e c’houlennomp diganeoc’h doujañ da gas an tremenerezh lakaet war-sav (kerzhourien, tud war varc’h-houarn,…) koulz ha d’ar merkoù war al leur.
TREUZDOUGEN AR BAGAJOÙ
Evit abegoù surentez eo ret tikedenniñ ar bagajoù. Mar bez ezhomm e kavoc’h tikedennoù evit ho pagajoù er gwichedoù.
Er gar-vor e pedomp ac’hanoc’h da chom hep lezel hini ebet eus ho pagajoù pe draezoù hep evezhiañ anezho ha pa vefe e-pad ur predig ha goulenn a reomp diganeoc’h lavarout deomp pa welit ur pakad pe ur bagaj suspet. Ar bagajoù dilezet a c’hellfe bezañ distrujet.
War vourzh e c’houlennomp diganeoc’h chom hep strobañ an hentoù tremen ha skarzhañ gant ho pagajoù. Arabat eo ivez lezel anezho el lec’hioù miret evit an dud dalc’het en o c’herzhed (TDK).
TREUZDOUGEN MARC'HADOUREZH DAÑJERUS
War vourzh hol listri eo reolennet treuzdougen armoù ha marc’hadourezh zo hag a seller outo evel bezañ dañjerus. Berzet eo an armoù hag ar varc’hadourezh dañjerus, evel an danvezennoù hedan, an danvezioù-tarzh…
Evit pep marc’hadourezh dañjerus e ranker sevel un disklêriadur evel marc’hadourezh dañjerus.
Evit kaout muioc’h a ditouroù e c’hellit tostaat ouzh ar servij marc’hadourezh rekis.
STEUÑV VIGIPIRATE
Kontrolloù surentez a c’hell bezañ graet a-raok lestrañ. Kontrollet e vez, dre ar gweled, ar veajourien, ar bagajoù hag ar c’harbedoù gant un embregerezh diavaez.
Ho trugarekaat a reomp da aesaat kontroll hor gwazourien, panevet-se e c’hello ar mont e bourzh bezañ nac’het ouzoc’h.
MIRC'HI-HOUARN HA TROTEREZIOÙ
Evit parraat ouzh kement darvoud e ranker diskenn er strad war droad atav, marc’h-houarn ha/pe troterez dalc’het gant an dorn. Ret eo mont war vale da bignat war leur-bont al lestr.
Evit abegoù surentez tan-gwall eo berzet er saloñsoù an troterezioù hag ar mirc’hi-houarn-pleg tredan. Lestrañ a ra an troterezioù hag ar mirc’hi-houarn-pleg tredan gant ar gerzhourien ha kaset int da c’houde war-du ar c’harrdi gant ar resever.
MONED D'AR C'HARRDI
Evit gwellekaat surentez ar gerzhourien e karrdi hol listri n’eus nemet ar bleiner a zo aotreet da chom er c’harbed e-pad ar prantadoù lestrañ ha dilestrañ.
Dindan divizoù zo ha dindan evezh ar bourzh e vez aotreet mont ha dont er c’harrdi d’ ar varc’houarnerien, d’ar vugale, d’an dud dalc’het en o c’herzhed (TDK) pe d’an dud o deus ezhomm da implijout ar bignerez.
Arabat eo d’ar veajourien bezañ er c’harrdi e-pad an dreuzadenn.
DILEC'HIAÑ WAR VOURZH
War vourzh eo arabat redek, pignat war ar bardelloù pe war ar bagigoù saveteiñ.
Mar bez gwallamzer e aliomp ac’hanoc’h da chom hep mont war ar pontoù er-maez.
Ne vern petra bennak e ve ez eo arabat groñs en em deurel en dour.
Degas a reomp da soñj deoc’h e veaj ar vugale minor dindan atebegezh o zud pe o ambrouger. Taolit evezh ma vo doujet d’ar c’hemennoù surentez-mañ gant ar vugale ivez.
ARABAT BUTUNAT
Arabat eo butunat war vourzh al listri hag er garioù-mor.
DIVESKAÑ AL LASTEZ
Difennet groñs eo teurel lastez dreist ar bourzh.
Ha goulenn a reomp diganeoc’h diveskañ ho lastez diouzh an diveskañ a-ziforc’h lakaet war-sav war vourzh hag er garioù.
GWISKAÑ UR MASKL
Aliet eo gwiskañ ur maskl er gar ha war vourzh listri ar Gompagnunezh.
Ho trugarekaat a reomp evit ho komprenezon