Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Piv omp-ni ?

KOMPAGNUNEZH AR MEURVOR

Evit bastañ da ezhommoù tud an inizi ha diorren an obererezhioù ekonomikel war an inizi ez eus bet savet ur servij treuzdougen war vor etre ar c’hevandir hag inizi ar Mor-Bihan : Ar Gerveur, Enez-Groe, Houad hag Edig. Karget eo Kompagnunezh ar Meurvor, iskevredad ar stroll Transdev, d’ober al liamm a-hed ar bloaz etre inizi ar Mor-Bihan hag ar c’hevandir dre gevrat dileuriañ ar servij publik fiziet enni gant Rannvro Breizh abaoe 2015. 

AR C'HEVREAÑ ETRE KIBEREN, AN ORIANT HAG INIZI KREISTEIZ BREIZH

Derc’hel a reomp a-hed ar bloaz an ere etre inizi ar Mor-Bihan hag ar c’hevandir. 

Gant hor c’hinnig treuzdougen e c’hell eneziz hag eneziadezed inizi ar Mor-Bihan kontañ war un deservij dre vor solius a warant dezho ul liamm pad gant ar c’hevandir, evito koulz hag evit an treizhid marc’hadourezh emaint e dalc’h gantañ. 

En tu-hont d’ur servij monedusted e skoulmomp darempredoù nes gant annezidi an inizi. Magañ a reomp an hevelep karantez ouzh an tiriad hag ouzh bed ar mor ma vevomp ennañ.  

Parzhiat emaomp en o buhez pemdez dre reiñ tro dezho da zilec’hiañ bemdez gant un doare treuzdougen hep e bar.  

DIGEVREAÑ WAR-DU INIZI AR MOR-BIHAN

Liammet strizh ouzh ar mor omp ha da bep treuzadenn e skoomp spered ar veajourien a zo war glask an achapadenn. 

Implijout a reont hor servij treuzdougen evit mont war inizi ar Mor-Bihan war an deiz pe evit ur chomadenn. Degas a reomp dezho ur c’hinnig fiñvusted gwevn, suraet ha solius gant meur a eur treuziñ bemdez ha hañv-goañv. 

Dibab a reont ac’hanomp evit hor c’hinnig a respont d’ar pezh a c’hortozont, met ivez evit an inizi a zeservijomp.  

Muioc’h eget un treuzdougen boutin omp, met ivez poent loc’hañ ha termen o beaj(où) war-du ar Gerveur, Enez-Groe hag enezeg Houad-Edig, a-hed ar bloaz. 

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).