Kregiñ a ra ar morvale gant treuzadenn morlenn an Oriant, ar pezh a roio tro deoc’h bamiñ, a-gleiz deoc’h, ouzh gwikadell Porzh-Loeiz, gederez kadarn o tiwall kêr, hag a-zehou deoc’h,ouzh kêr gouronkañ an Arvor hag he kenkizoù lorc’hus eus dibenn an XIXvet kantved. Neuze, en ur vont kuit eus ar ganol-vor e lonkoc’h ur banne avel fresk kement ha diskouez deoc’h e veoc’h aet er-maez eus ar morlenn ha degouezhet er meurvor Atlantel. A-bell e kroger da spurmantiñ tres Enez-Groe.
Goude 45 munutenn treuziñ war vourzh hor bigi, setu m’oc’h pedet da zilestrañ e Porzh Tudi, bet e-pad pell kentañ porzh touneta Frañs ha deuet da vezañ ur porzh-bageal priziet-kaer hiziv. Er porzh bihan-mañ, breizhek kenañ anezhañ, gant tiez livet ha stalioù-kenwerzh bihan en-dro dezhañ, e vez annezidi Enez-Groe oc’h ober bec’h tra m’en em dremen bigi pesketa ha gouelieroù bageal dirak ar pontonioù.
Bemdez a-hed ar bloaz e vezit treuzkaset gant Kompagnunezh ar Meurvor war-du ur gwir teñzor naturel gwarezet hag a vez rannet laouen gant e 2360 annezad.
War droad pe war varc’h-houarn, grit tro an enezenn en un devezh o vont gant ar gwenodennoù-bale war an aod pe gant an troiadoù a zo diouzh ar mirc’hi-houarn. Ma chomit meur a zevezh war an enezenn ho po amzer da arsaviñ he lec’hioù dibar ha da ebatal er Sableg Vras, an draezhenn brudet a zo e biz Enez-Groe.
La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).