Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Un asuransiñ dideroù evit golo ho trubuilhoù dic'hortoz

29 January 2024

Dre ar c’heveler Phenomen, e kinnig BreizhGo Océane bremañ d’an holl veajourien nebeut-awalc’h un asuradur nullañ evit golo ar c’hudennoù dic’hortoz hag an nebeud amzer a chom en a-raok.*

*N’int ket kenstag ouzh an ofis-se ar vignoned o deus ur gartenn (en o zouez annezidi an inizi hag ar re o deus ur gartenn-kevred) rak o deus doareoù nullañ gwelloc’h.

Maro, kudennoù transport, gwallzarvoud, difraeoù war ho oto, stok gant ur roudenn vras, traoù micherel, ur c’hlenved e-touez ar re gar, un darvoud laouen, ur c’holl… pe un dra dic’hortoz all ?

meetch_vertical_bleu

Ma’z eo degemeret ho tabut hervez ar reolennoù kontrad, e tivouro Meetch — penn-kentañ war ar marc’had asuradur nullañ bilhetiñ — priz ho tigresk :

  • 100% mar c’hallit kinnig un testeni eus ho tabu
  • 70% ma n’hallit ket kinnig un testeni

N’eo ket renablet :

  • nullañ abalamour m’ho peus faziet deiziad pe porzh-mont

  • nullañ hep abeg

  • pe nullañ abalamour d’ur darvoud anavezet d’ar mare ma oa bet prennet an asuradur.

Prenañ an asuradur Meetch

offre mobilité 1

Kinniget e vez an asuradur d’ar mare ma prenit ho tigresk war lec’hienn internet BreizhGo Océane.

Pris an asuradur : 7% eus ar bilhetioù e priz klok en urzh-prenañ. N’evezh ket BreizhGo Océane komision ebet diwar an asuradur : e-bezh e vez roet ar sammad d’an asurer.

Ar prenañ a vez sevenet pa vez paeet an urzh. Goude-se e resevit ur postel gant an desteni prenañ hag an holl teulioù liammet gant an asuradur, en o zouez an doareoù evit nullañ ha bezañ digresket.

Goulenn un digresk

Kavit an holl ditouroù evit bezañ digresket er postel a zo bet kaset deoc’h gant Meetch d’ar mare ma oc’h bet enskrivet.

Disklêrit ho tabut e-kerzh ur vunutenn ha resevit ho tigresk a-benn 48e.

Darempred

Evit goulennoù diwar-benn an asuradur pe evit lakaat ur reklamadenn, e c’hallit mont e darempred gant skipailh Meetch war ar chomlec’h : [email protected]

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).