Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Bevit Deizioù Glad e Belle-Île-en-Mer

06 September 2023

D’ar Sadorn 16 ha d’ar Sul 17 a viz Gwengolo, deuit da zizoloiñ glad Enez ar Gerveur, evit un devezh pe un chomadenn verr.

Goude ho treizhadenn betek enez vrasañ Breizh, diskennit e Porzh-Lae ha kit da weladenniñ lec’hioù pouezus ha marc’hadourien hag artizaned an enezenn. Kit war-lerc’h hor c’hinnig hentad evit bezañ heñchet.

Un devezh evit dizoloiñ glad Enez ar Gerveur

Emañ an emgav e Kiberen evit ur veaj a 50 munutenn betek Porzh-Lae. Profitez eus ul letanv kafe pe ur pred mintin war ur gambr ouzhpenn ar porzh bev.

A-raok mont da welet teñzorioù an enezenn, kit betek Ti an Tourisme evit tapout ur gartenn hag titouroù talvoudus. Gallout a ra ar c’huzulierien reiñ deoc’h titouroù evit mont gant ar bus betek Sauzon da zizoloiñ aod an norzh.

Emgav da 11e e stal-bus ar stasion (5 munutenn war droad diouzh al listri) evit mont da Boulenn, unan eus lec’hioù naturel bravañ an enezenn, hag a oa lec’h karet gant ar vaouez vrudet Sarah Bernhardt.

E-giz ouzhpenn al lec’h kaer, gallout a rit mont da weladenniñ:

Ti an aod

E lec’h anvet “Pointe des Poulains”, perc’hennet gant ar “Conservatoire du Littoral”, emañ Ti an Aod. Ennañ e vez kinniget pinvidigezhioù naturel ar Gerveur ha he zachenn vor gwarezet.
Gouarnet eo gant servij glad naturel Kumuniezh Kêrioù Enez ar Gerveur, ha digor eo ar bloaz a-bezh.

Fortin Sarah Bernhardt

Prenet e 1894, e voe troet ar fort-mañ, gwechall lec’h milourel, da di prevez gant ar vaouez c’hoariva vrudet. Gant ur rener, dizolit buhez ha degemer ar “primadone” war an enezenn. Perc’hennet eo ar fort gant ar “Conservatoire du Littoral” ha degemeret eo er rouedad “Maisons des Illustres” dindan kuzul ar Sevenadur.

Da-heul ar vizit, kemerit ar bus da 12e50 evit distreiñ da Sauzon.

Un pannier pik-nik aozet gant Florence LE DOUX e Vival Alimentation

Florence a renn ar stal bihan nemeti e Sauzon, digor ar bloaz a-bezh. Ur stal familial eo bet treuzkaset etre teir rummad maouezed abaoe 1968. Hiziv-an-deiz, kinnig a ra ivez produioù bio.

Ur pred-gourmet e ti-ostaler ar Phare

Ganet e Enez ar Gerveur, Laurent CLEMENT a zo en deus bet ur steredenn Michelin e Chartres a-raok distreiñ d’e vro c’henidik gant e wreg evit ren an ostaleri-restaurant-mañ.

Goude un dro-vagig war porzh Sauzon, eo amzer distreiñ da Balez evit kemer al lestr en-dro. Gellout a rit kemer ar bus da 16e12 pe da 15e12 mar fell deoc’h bourrasañ e straedoù Balez a-raok ho startijenn da 17e15.

Goude un dro-vagig war porzh Sauzon, eo amzer distreiñ da Balez evit kemer al lestr en-dro. Gellout a rit kemer ar bus da 16e12 pe da 15e12 mar fell deoc’h bourrasañ e straedoù Balez a-raok ho startijenn da 17e15.

Evit un dro-personel ha gwirvoudeloc’h e c’hallit mont gant ur rener-bro. Kit e darempred gant Mewen BAUCHY a-berzhomp. Eñ zo komedian ha rener war ar GR340© Tro Enez ar Gerveur, ha brudet e-touez an dud lec’hel. Gant fent ha karantez, e kas tud war an hent aod d’an hanterdevezh pe d’an devezh a-bezh.

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).