Prizioù nevez digresket
08 December 2022
Evel oberour transport mor evit Rannvro Breizh, e tiskouezomp gant lorc’h hor perzhiañ er rouedad transport rannvro BreizhGo. Diskouezet eo an dra-se dre ar staliañ a brizioù unvan evit aesaat fiñval ar veajourien war an holl diriad.
Adalek an 3 a viz Genver 2023, e vo ar re a zo en diaes war ar sell sokial hag ar yaouankiz e kreiz ar politikerezh prizioù nevez gant staliañ daou briz digresket.
Ar Briz Yaouank 18–25 bloaz a zo kinniget d’ar re dindan 26 bloaz hag a ro betek 30% digresk e-keñver ar briz leun. Ar briz digresket-mañ a vez lakaet ivez war ar briz evit an enezidi, hag a brofit eus un digresk a 20% e-keñver 2022. Ar briz a vo roet gant diskouez ur c’hartenn anavezout e-pad ar prenañ pe e-pad an dastum er burev-bilhedoù er porzh-mor. E-keñver an abonennoù didermen hag an enezidi, o bilhedoù a vo bepred enrollet war o c’hartenn transport. Ar re yaouank etre 18 ha 25 bloaz a brofit ivez eus avantajoù war ar rouedad transport rannvro BreizhGo a-bezh, o reiñ dezho betek 65% digresk war o beajoù e TER pe e c’harr-boutin.
Ar Briz BreizhGo Solidaire, a oa dija war ar rouedad c’harr-boutin ha trenioù TER BreizhGo, a vez degaset bremañ. Ar briz digresket-mañ a vez roet nemet gant diskouez ar gartenn BreizhGo Solidaire. Ar prizioù digresket all (PMR, CCAS, FAM…) a vo neuze erlec’hiet gant ar briz nevez-mañ, hegerz dindan stadioù resis. Ar gartenn BreizhGo Solidaire a ro aezamant e-pad ur bloaz da ziskontoù war ar rouedad transport rannvro a-bezh (daou vloaz evit an AAH) hag en o zouez war ar bilhedoù bag evit Belle-Île, Groix, Houat, ha Hoëdic. An amzer merrañ evit ar c’hinnig a zo war-dro div sizhun.
Ma’z oc’h dija perc’henn war ar gartenn BreizhGo Solidaire, n’eus ket ezhomm ober tra ebet. Grit gant ar Briz BreizhGo Solidaire war ho liamm mor. Evit muioc’h a ditouroù ha goulenn ar gartenn, kit da www.breizhgo.bzh/solidaire.
Notenn : ar prizioù-mañ a vo ar re nemetañ digresket kinniget gant ar C’hompagnunezh Océane adalek an 3 a viz Genver 2023. Setu, ar prizioù digresket kent a vo nul adalek an 3 a viz Genver 2023 (nemet evit an abonennoù a zo c’hoazh talvoudek).
Dans la même catégorie…
Voir plus d'actualités-
BreizhGo Océane : ur servij publik morlu brudet gant an implijidi, evit kendalc'h ar c'hevread tiriadel
18 April 2025
Gant muioc’h eget 23,000 goulenner er bloaz 2024, e kroge an enklask plijadur kaset da benn gant BreizhGo Océane da zispakañ keñveriadur an implijerien ouzh ar servij publik pouezus-mañ evit... -
Kinniget an enezioù d’ho tud kar
08 December 2024
Ha petra 'ta ma vefe un tec'hadenn war-zu inizi kaer Mor-Bihan ? Dizoloit hor bilhedoù prof ha roit da huñvreal d’ho tud kar gant un avantur enezel dic’hallus ! Kinnig ur bilhed prof : un... -
Compagnie Océane a zeu da vezañ BreizhGo Océane
05 December 2024
Adalek an 1añ a viz Genver 2025, ur bajenn nevez a grog evit ar treizhioù mor war-zu inizi ar Mor-Bihan: La Compagnie Océane a gemm anv ha dont da vezañ BreizhGo Océane. Ar c’hemm-mañ a zo ul... -
BreizhGo Océane a sikour ur raktres karitativ en dro d’ar c’hancer
20 February 2024
Kompagnunezh Océane a sikour eil aozadur ar gala-noz karitativ aozet gant ar gegin Le Cinquante en em gav gant Jean-Paul Abadie, kozh keginer daou stered eus Amphitryon e Lorient, evit skoazell...