Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Merañ an dibarderioù war an enezioù

18 March 2022

Devezh bedel an adaozañ, lakaet e plas gant Bureau International du Recyclage (BIR), a zo un digarez mat evit distreiñ ouzh an dalc’hoù liammet gant rummata ar skarzhoù ha savelañ an evezh war ezhomm reiñ ur vuhez nevez d’ar skarzhoù evit bihanaat efedoù hon implijadennoù war an endro.

Adaozañ ar skarzhoù war enezioù ar Mor-Bihan

An enezioù er Mor-Bihan, servijet bemdez ganeomp adalek Kiberen ha An Oriant, a vez skoet a-bouez gant ar gudenn-se. Tra ma ‘z eus ur greizenn zoubellañ vihan-tre e Belz, ez eo red d’an enezioù Groez, Houad hag Enez Edig kas dre vag o follennoù, skarzhoù dianavezad, gwer, paper ha danvezioù da vezañ adimplijet d’ar c’horn-bro. Bep bloaz, ez eus tost ouzh pevar poull-neuial olimpek a skarzhoù a vez douaret pe kaset en-dro d’an douar-bras.

Gant ar bern douristed e-pad an hañv war enezioù Breizh-Izel, e kresk ar gudenn, gant ouzhpenn 20% a skarzhoù e miz Gouere hag Eost. Evit klask kompezañ ar c’hresk-se, ez eus bet lakaet e pleustr un doare da reiñ ur vuhez nevez da lod eus ar skarzhoù : meskañ skarzhoù boued (krustased, kalc’hadoù, etc.) gant danvez glas evit fardañ kompost da labourerien-douar keveler.

Ar boazioù mat da gemer

Gant c’hoant da wareziñ an tachennoù servijet ganeomp, e fell deomp skignañ titouroù ha kuzulioù evit skarzañ gwell.
Goulenn a reomp digant an dud a ra un devezh war an enezioù chom hep kemer produioù follennet ha degas o c’hontenerioù ha binvioù da zebriñ adimplij. Ezhomm eo gouzout n’eus ket kalz podoù-skarzhañ foran en diavaez war an enezioù. Ret eo neuze rannañ ar skarzhoù ha kas anezho d’ar c’horn-bro pe da vagoù ar C’hompagnunezh. Podoù rummata skarzhoù a zo staliet e-gêr ha war vourzh ar bigi gant ar C’hompagnunezh Oceane.

E-pad chomadennoù hir (ti-gweladenn, ostaleri, kamping), e vo ret ober ar rummata hervez reolennoù pep enezenn. Ar follennoù plastik a zo skarzhoù melen (barennoù, podoù-yaourt, sachadoù plastik…).

Dans la même catégorie…

Voir plus d'actualités

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).