Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Arzhoù teknikel bigi inizi ar Mor-Bihan

25 January 2022

Arzhoù teknikel bigi a gas ac’hanoc’h da zizoloiñ inizi a-hed aod ar Mor-Bihan : Enez Groe, Houad, Edig ha Gerveur a vez taolet dindan un arzhiad pemdeziek bep bloaz.

Arzhoù teknikel evit bezañ sur e ya mat ar bigi

Evit kreskiñ startijenn ha plijadur ar veajerien e vez graet an arzhoù-se, met ivez (hag dreist-holl) evit derc’hel gant reolennoù strizh war an diogelroez hag ar servijoù (atestadurioù ar c’hof ha makiñerezh gant Bureau Veritas).

Evel ar c’hontrol teknikel ret evit ur c’harr-boutin bep daou vloaz, e vez gwiriaet bep bloaz pep bag a gas war-du inizi ar Mor-Bihan. Bep pemp bloaz, e vez ur gwiriadenn donoc’h c’hoazh, gant kontroloù evel ar muzul eus tevder ar c’hof, an test evit ar palenn kirri evit ar bigi-roulied pe c’hoazh gweladennoù diabarzh e-barzh an tankoù diesel, da skouer.

E-pad an arzh teknikel, ez a skipailh ar vag da heul ar pezh a zo da vezañ graet (troc’hañ, netaat, livañ…). E vezont war-sav gant al labourioù, e roont pezhioù ma ‘z eo ezhomm ha sellont ouzh ar resped ouzh ar c’houlzadoù diogelroez. Betek 20 embregerezh diavaez a c’hall bezañ renet gant an nebeud tud eus ar vag.

Padout a ra un arzh teknikel etre 3 ha 4 sizhunvezh, a-wechoù 5. Da vare ar mare-se, ne c’hell ket ar vag ober he daou-ha-daou pemdeziek.

Le Bangor durant son arrêt technique

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).