Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Priz BreizhGo Kengred

BreizhGo Océane a zo ul lodenn eus rouedad transport rannvroel BreizhGo.

Rannvro Breizh a unvan ar prizioù war-zu holl he linennoù ha kinnig a ra ar priz BreizhGo Kengred, deuet war-raok dija evit ar c’hirri-boutin hag ar trenioù rannvroel, ha bremañ ivez evit ar pellennoù kinniget gant BreizhGo Océane.

Setu, posupl eo mont war-du Breizh a-bezh, ha dreist-holl war-zu Ar Gerveur (Belle-Île-en-Mer), Groe, Houat ha Hoëdic, gant ar priz BreizhGo Kengred.

Ur gartenn evit beajiñ gant prizioù izel e Breizh a-bezh

War goulenn, hervez statud ar beajour, e c’haller kaout Kartenn BreizhGo Kengred a-gevret gant Rannvro Breizh. Kavout a reer roll ar re a c’hall kaout ar gartenn-se war al lec’hienn www.breizhgo.bzh/kengred

Ma vez asantet ho koulenn, resevet e vo ganeoc’h dre bost ur gartenn-ziskont valid evit 1 bloaz (2 vloaz evit an dud gant an AAH), a roio tro deoc’h da veajiñ gant ar priz BreizhGo Kengred. Ma’z oc’h perc’henn dija war ar gartenn-mañ, talvoudek eo ivez war hor linennadoù mor.

Ur priz izel unvan evit mont d’an inizi e departamant ar Mor-Bihan

 Tarif BreizhGo Solidaire Aller / Retour
Vers Le Palais (Belle-Île-en-Mer)13,20 €
Vers Groix, Houat, Hoëdic, Sauzon (Belle-Île-en-Mer)13,40 €
Inter-Îles Houat – Hoëdic4,90 €

Gant kartenn BreizhGo Kengred, e c’hallit bezañ diskontet betek 67% e-keñver ar priz klok.
Evit kaout ar brasañ talvoudegezh eus ho priz izel, goulennit ho tiked en a-raok war hor lec’hienn internet, ha dont d’e zilammañ er porzh-mor d’an deiz-mont gant ho kartenn-ziskont.
Talvoudek eo ar gartenn BreizhGo Kengred ivez war linennadoù mor Penn-ar-Bed.

Ur gartenn talvoudek war holl vediaoù transport BreizhGo

 Tarif BreizhGo Solidaire
Train TER BreizhGode 1,00 € à 3,00 €
Car BreizGode 2,00 à 8,00 €

Ar bilhedoù karr-boutin a c’hall bezañ prenet e-gar pe war vourzh ar c’harr. Ar bilhedoù tren a vez prenet er c’hounterioù pe war al lec’hienn internet.

Les aidants peuvent bénéficier d'un tarif privilégie vers Belle-île, Groix, Houat et Hoëdic

Ur priz evit an dud a heul

Ar re a heul (12 vloaz ha muioc’h) tud en o ziegezh pe tud nammet a c’hall kaout ar priz BreizhGo Kengred gant ma vo diskouezet ur gartenn nammad.

Gallout a ra sikourerien an enezidi kaout ar priz BreizhGo Kengred ivez.

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).