Ho kas a ra Kompagnunezh ar Meurvor d’ober pe adober anaoudegezh gant enez Edig war vag adalek kae-lestrañ Kiberen.
Goude an dreuzadenn adalek Kiberen o tremen dre Houad, ur wech treuzet Kanol an div c’hoer, e touaroc’h e Porzh an Argol, ur porzhig kaer hag a ro goudor d’un hanterzousennad bigi pesketa. Goude aet gant ar « vali » traezhet e veoc’h degemeret er vourc’h ken eeun ha tra. Dont a reer en Edig evit kavout en natur espar ha gwarezet, hag e degemer karadek ha hegarat tud Edig, ar binvidigezh eeun ha brokus a ra d’an den bezañ en e vleud.
Ur bladenn damuhel eo Edig, dibaot ar menezioù hag ar stankennoù enni. Gant ar bihan m’eo an enezenn e c’heller gwelet ar mor eus pep lec’h enni pe dost !
Ur pennadig farniente e Tahiti Beach, dedennet oc’h ? Traezh gwenn, dour glas-pers, traezhennoù Edig a zo dellezek a vezañ lagonioù. Peadra da reiñ deoc’h muioc’h c’hoazh ar santad emaoc’h er penn all eus ar bed. Kailhenn vunut, sioul-estlamm eo an enezenn. Amañ ne ruilh karr-tan ebet, mont a reer war droad hepken. Forzh penaos, war Edig n’eus netra pell na netra mallus dreist-holl… Baleit war he gwenodennoù, dre he glasvez, puilh al livioù hag ar frondoù enni. Hilliget eo ho tivfron gant ur frond kari, hini ar melenig-traezh eo. Hastit betek an Ti Kollet pe war-du Kozh Kastell, beg gouesañ an enezenn. Ar c’herreg goloet gant liken, ar meurvor… Bravoc’h eo c’hoazh da guzh-heol ! Distro eus ho paleadenn, en em gavit gant tud ar vro en ostaleri. Peder a zo er gêriadenn, ken tomm an eil re hag ar re all. Se eo dudi ar vuhez war Edig ivez. Dedennet oc’h ? Lestrit kerkent ha bremañ evit un achapadenn en amzer vras war enez Edig.
Muioc’h a ditouroù war www.baiedequiberon.bzh
Gellout a rit ober anaoudegezh gant enez Edig hañv-goañv en un devezh hepken. Diouzh an nevez-amzer ha diouzh an hañv e vamoc’h ouzh livioù a bep seurt hag ouzh frondoù rouez ha mezvus. En em gavout a reoc’h e kreiz ul liorzh vras n’eo bevennet nemet gant glaz ar meurvor. Diouzh an diskar-amzer e vez gwisket o livioù alaouret gant al lanneier togn, marellet amañ hag aze gant geunioù ha stankoù. D’ar mare m’eo distroet an hañvourien d’ar c’hêrioù ez eo ur gwir levenez gellout bezañ gwell eus gwrezverkoù klouar c’hoazh hag eus traezhennoù didud a-wechoù. Met diouzh ar goañv e vez kemeret e ster leun gant ger-ardamez an enezenn, « A-benn avel ha mor ». Pa c’hwezh an avel ha pa ne vez eus ar mor nemet ur bourbouilh gwenn diroll e teu Edig war wel da vat. An natur gwerc’h ha gouez an hini eo a lamm gant fri ar re galonek a gred avanturiñ war an douareier-se skubet gant ar fru. Estlammus !
Bezit soñj d’en em ziwall diouzh an heol diouzh an hañv ha da gemer arc’hant red ganeoc’h, n’eus bilhedaouer ebet war an enezenn.
La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).