- Accueil
- Gar vor An Orient
Gar vor An Orient
EN EM GAVOUT E GAR-VOR AN ORIANT DA VONT DA ENEZ-GROE HA PARKAÑ E-KICHEN AR C'HAE-LESTRAÑ - AN ORIANT-ENEZ-GROE
Digor eo gar-vor an Oriant a-hed ar bloaz a Lun da Sul, 30 munutenn a-raok al loc’hañ kentañ ha betek loc’hañ diwezhañ an devezh. D’ar Sul ha d’an deizioù-gouel e vez serret ar gwichedoù goude loc’hañ diwezhañ ar mintin ha digeriñ a reont en-dro 30 munutenn a-raok loc’hañ an enderv.
Evit aesaat ho parkañ e-kichen ar gar-vor, degouezhit abred en Oriant hag implijit ar parklec’hioù e-kichen. Ma vez dale ganeoc’h, kit e darempred ganeomp a-raok eur loc’hañ ho lestr, evidomp da c’hellout kemmañ ho pilhed ha da lakaat ac’hanoc’h war vourzh al lestr kentañ.
Emañ ar gar e straed Gilles Gahinet 56100 An Oriant, e penn ar porzh-bageal
Lestrañ 45 munutenn a-raok ar c’hemenn ma loc’ho ar vag evit a sell ouzh ar c’harbedoù hag 20 munutenn a-raok evit ar veajourien.
MONED HA PARKAÑ ER GAR-VOR
MONET D'AR C'HAE-LESTRAÑ GANT HO KARR-TAN HA PARKAÑ WAR AR PARKLEC'H LESTRAÑ
Mirout un dreuzadenn An Oriant-Enez-Groe ? Pa zegouezhit en Oriant, kit betek ar gar-vor o heuliañ ar panelloù-hent war-du « Kae-lestrañ – Enez-Groe».
An arsavioù berr a c’hell bezañ graet a-rez gant ar gar-vor. D’ar veajourien a lestr gant ho karbed, emgav war ar parklec’h lestrañ dirak ar gar 45 munutenn a-raok al loc’hañ. Ma vezit abred e pedomp ac’hanoc’h da barkañ er-maez eus an takad lestrañ. Gellout a rit ivez goulenn titouroù, digant ur gwazour er wiched pe dre pellgomz d’ar servij mirout, war an doareoù a c’hellfec’h implijout evit loc’hañ abretoc’h (digoust).
Pleustrek : Prientit ho hent gant Mobibreizh
MONT DA C'HAR-VOR AN ORIANT GANT AN TREN
Deservijet eo gar SNCF an Oriant gant al linennoù broadel bras (3e45 gant an TTB adalek Pariz-Montparnasse). Kinnig a ra ouzhpenn ur bus kenere evit mont d’ar c’hae-lestrañ.
Ar bus IZILO : Loc’hañ a ra ar vulzun eus ar gar-eskemm war-du ar gar-vor 30 munutenn a-raok loc’hañ pep bag. Evit an distro e vez lakaet eurioù ar bulzunoù diouzh an eurioù treuziñ. Ret eo kontañ 15 munutenn hent.
Gellout a rit mont d’ar gar-vor gant an taksi ivez : 35 artizan taksi a zo en ho kourc’hemenn en Oriant, noz-deiz ha bemdez. Titouroù war ar servij taksi war al lec’hienn pe da+33 (0)2 97 21 29 29.
D’an deizioù kaer, ma ne vezit ket re sammet, e c’hellit mont d’ar gar-vor war droad evel-just. Ret eo kontañ etre 30 ha 40 munutenn o treuziñ kreiz-kêr. Un dibab mat ma vezit abred !
DONT GANT AR C'HARR-BOUTIN DA C'HAR-VOR AN ORIANT
Deservijet eo an Oriant gant teir linenn girri-boutin voas eus ar rouedad BreizhGo :
Linenn 15 : Gourin-Ar Faoued-An Oriant
Linenn 16 : An Intel-An Oriant
Linenn 17 : Pondi-Baod-An Oriant
Al linenn-rannvro Sant-Brieg-An Oriant/Gwened dre Loudieg ha Pondi
Gellout a rit ivez mont d’an Oriant gant ar c’harr-boutin eus meur a gêr e Frañs (Pariz, Naoned, Brest, Ar Mañs, Añje, Bourdel, Agen, Toloza…). An holl ditouroù, eurioù ha prizioù war al lec’hienn OUIBUS.
PELEC'H PARKAÑ E-KICHEN AR GAR-VOR
Diouzh ar prantadoù m’ az it war Enez-Groe e vo aes pe aesoc’h deoc’h parkañ. Pa zegouezhit er gar-vor ez eus meur a barklec’h da baeañ en ho kerz bemdez, gant ur barr hollek a 400 plas. Kavout a rit an holl ditouroù war ar plasoù vak hag ar prizioù war lec’hienn Effia a ver ar moned d’ar parklec’hioù-mañ e anv ti-kêr an Oriant. E-pad an hañv e c’hell ar parklec’hioù-mañ bezañ soulgarget buan. En degouezh-se e pedomp ac’hanoc’h da barkañ ho karbed war ur parklec’h all :
An Oriant Plasenn an Armoù – 491 plas – Toet eo ar parklec’h ha dindan 10 mn war droad eus ar gar-vor emañ. Kinnig a ra deoc’h ur servij bulzunoù da baeañ e-pad an hañv. Digor eo ar parklec’h-mañ a Lun da Sadorn ha kinnig a ra ur priz war ar sizhun.
Kreizenn Nayel – 330 plas – Emañ ar parklec’h e danzouar ar Greizenn Nayel e kreiz-kêr (plasenn Jules Ferry). War-dro 15 munutenn war droad eus ar gar-vor emañ. Digor eo ar parklec’h-mañ a Lun da Sadorn
An Oriantiz – 290 plas – Emañ ar parklec’h e boulouard Kozvao-Maner. An hini pellañ eo (war-dro 20 munutenn war droad eus ar gar-vor), met gant ur servij busoù boas e c’hellit mont aes betek ar gar-vor. Digor eo ar parklec’h-mañ a Lun da Sadorn.
Parking Asturies – 234 plas
Kavit titouroù ouzhpenn war ar parklec’hioù en-dro da c’har-vor an Oriant war lec’hienn an ti-kêr : https://www.lorient.bzh/parkings/