Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Houad

Gant kompagnunezh ar Meurvor, kompagnunezh vor inizi ar Mor-Bihan, emgav war enez Houad, enezennig neuziet-kaer a-vaez da Giberen ! Bemdez a-hed ar bloaz, gant ho familh, ho mignoned, a-goublad pe hoc'h-unan, lestrit war vourzh hor bigi evit ober anaoudegezh gant an enezenn besketaerien-mañ, tres ur baradoz warni.

TREUZADENN KIBEREN WAR-DU HOUAD, UN ENEZENN GAER DA WELADENNIÑ A-HED AR BLOAZ 

Gant Kompagnunezh ar Meurvor, grit anaoudegezh gant enez Houad ! 

14 km a-vaez da Giberen emañ Houad, dispartiet diouzh he c’hoar vihan Edig gant 8 kmad a donnoù glas. Sevel a ra he zornaodoù greunitek eus he skrin dour boull. 

Goude un dreuzadenn 40 munutenn war vag eus Kiberen, donemat deoc’h e Porzh Sant Geltaz ! Eno e veoc’h degemeret gant un tregont bennak a vigi pesketa, flamm o livioù, ha gant ur vordilh a gavelloù berniet er sav war-du bourc’h dudius Houad. 

  • 1 gar-vor loc’hañ e Kiberen 
  • 40 munutenn treuziñ eus Kiberen da Houad 
  • 25 munutenn treuziñ eus Kiberen da Edig 
  • 2 / 3 mont-dont etre miz Gwengolo ha miz Even 
  • 4 mont-dont e miz Gouere ha miz Eost 

GRIT TRO ENEZ HOUAD WAR DROAD EN UN DEVEZH ! 

  • 3 km hed hag 1,5 km d’al ledanañ 
  • 288 hektar 
  • 17 kmad gwenodennoù-aod 

Gellout a reer ergerzhout enez Houad en un devezh war varc’h-houarn pe war droad o vont gant ar wenodenn-aod. Ur gwir goudor a beoc’h eo Houad : karr-tan ebet amañ ! 

Bigi o c’houc’h livet, kavelloù berniet war ar c’haeoù, tiez o stalafioù glas, ul lann c’hlasvezus ha tornaodoù greunitek.  Houad… else ! A-fet dilested ha digêriañ ez eus en enezenn peadra d’ho tic’hoantañ. Plijet-kaer e veoc’h o straniñ e straedigoù he c’hêriadenn, riblet gant roz-malv.  Er Reter, goudoret-brav, emañ Traezh ar Gored, un draezhenn hir ha kaer-meurbet hag a bed ac’hanoc’h da ziskuizhañ ha da gouronkañ. Freskig eo an dour, gwir eo, met ken sklaer ivez… Avanturit ivez war-du kornôg an enezenn, gouesoc’h ha sav-disavoc’h, ha diskoachit unan eus an oufoù kaer ha kuzh, skoachet e toulloù an tornaodoù. Daou zibab evit mont di : war droad gant ar wenodenn-aod, pe war varc’h-houarn, ho fri en avel. Na zisoñjit ket kas ho pik-nik ganeoc’h. Ha distroit e koulz evit arvestiñ ouzh distro ar besketaerien e porzh Sant Geltaz. Ur gwir abadenn ! Na c’hortozit ket pelloc’h neuze, mirit ho pilhed evit un devezhiad achapadenn war enez Houad. 

Muioc’h a ditouroù war www.baiedequiberon.bzh 

Gellout a ra an heol skeiñ kalet a-wechoù ha n’eus ket kalz a dachennoù en disheol war enez Houad. A-bouez eo bezañ akipet mat neuze : tog, lunedoù-heol ha dienn heol.  Gellout a reoc’h memestra tennañ splet eus ur c’horn en disheol er stankenn, gant taolioù pik-nikañ. Kemerit ganeoc’h botoù mat, rak hep karr-tan e ranker kerzhet. Padal n’eo ket ret kemer botoù bale ! Re dev int ha pa gerzher ganto e vez lakaet ar plant hag an tevennoù en arvar.   Bezit soñj eno !

Mar karit, na dermit ket da genderc’hel gant an avantur oc’h ober anaoudegezh gant enez Edig, c’hoar vihan enez Houad ha ken dudius all. 

 

 

Mirout ma bilhedoù

L'actualité Houad

Voir plus d'actualités
Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù

    • 2 vont-ha-dont bemdez 
    • Loc’hañ kentañ 8e10/ distro diwezhañ 5e40 g.k. 
    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,35 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,50 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,00 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor Kiberen, 20 munutenn a-raok al loc’hañ. 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ. 
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).