Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Edig

O loc'hañ eus Kiberen, lestrit a-hed ar bloaz gant Kompagnunezh ar Meurvor evit un droiad war enez Edig, baradozig ma ren ar sioulder hag ar sederoni ennañ. War-bouez un nebeud kilometroù eus he c'hoar vras enez Houad e tispak enez Edig he divaskell gouremet gant traezh gwenn evel ur valafenn kludet war ar meurvor.

TREUZADENN KIBEREN WAR-DU ENEZ EDIG, UR GWIR GOUDOR A BEOC’H 

Ho kas a ra Kompagnunezh ar Meurvor d’ober pe adober anaoudegezh gant enez Edig war vag adalek kae-lestrañ Kiberen. 

Goude an dreuzadenn adalek Kiberen o tremen dre Houad, ur wech treuzet Kanol an div c’hoer, e touaroc’h e Porzh an Argol, ur porzhig kaer hag a ro goudor d’un hanterzousennad bigi pesketa.   Goude aet gant ar « vali » traezhet e veoc’h degemeret er vourc’h ken eeun ha tra.  Dont a reer en Edig evit kavout en natur espar ha gwarezet, hag e degemer karadek ha hegarat tud Edig, ar binvidigezh eeun ha brokus a ra d’an den bezañ en e vleud.   

  • 1 gar-vor loc’hañ e Kiberen 
  • 65 munutenn treuziñ eus Kiberen da Edig 
  • 10 munutenn ehan e Houad 
  • 2 / 3 mont-dont etre miz Gwengolo ha miz Even 
  • 4 mont-dont e miz Gouere ha miz Eost 

KEMERIT EBAT GANT UN DEVEZH WAR ENEZ EDIG A-HED AR BLOAZ 

  • 2,5 km hed hag 1 km d’al ledanañ 
  • 209 hektar 
  • 8,5 kmad gwenodennoù-aod 

Ur bladenn damuhel eo Edig, dibaot ar menezioù hag ar stankennoù enni.   Gant ar bihan m’eo an enezenn e c’heller gwelet ar mor eus pep lec’h enni pe dost ! 

Ur pennadig farniente e Tahiti Beach, dedennet oc’h ? Traezh gwenn, dour glas-pers, traezhennoù Edig a zo dellezek a vezañ lagonioù.  Peadra da reiñ deoc’h muioc’h c’hoazh ar santad emaoc’h er penn all eus ar bed. Kailhenn vunut, sioul-estlamm eo an enezenn.  Amañ ne ruilh karr-tan ebet, mont a reer war droad hepken. Forzh penaos, war Edig n’eus netra pell na netra mallus dreist-holl… Baleit war he gwenodennoù, dre he glasvez, puilh al livioù hag ar frondoù enni. Hilliget eo ho tivfron gant ur frond kari, hini ar melenig-traezh eo. Hastit betek an Ti Kollet pe war-du Kozh Kastell, beg gouesañ an enezenn. Ar c’herreg goloet gant liken, ar meurvor… Bravoc’h eo c’hoazh da guzh-heol ! Distro eus ho paleadenn, en em gavit gant tud ar vro en ostaleri. Peder a zo er gêriadenn, ken tomm an eil re hag ar re all. Se eo dudi ar vuhez war Edig ivez. Dedennet oc’h ? Lestrit kerkent ha bremañ evit un achapadenn en amzer vras war enez Edig. 

Muioc’h a ditouroù war www.baiedequiberon.bzh 

Gellout a rit ober anaoudegezh gant enez Edig hañv-goañv en un devezh hepken. Diouzh an nevez-amzer ha diouzh an hañv e vamoc’h ouzh livioù a bep seurt hag ouzh frondoù rouez ha mezvus. En em gavout a reoc’h e kreiz ul liorzh vras n’eo bevennet nemet gant glaz ar meurvor. Diouzh an diskar-amzer e vez gwisket o livioù alaouret gant al lanneier togn, marellet amañ hag aze gant geunioù ha stankoù.  D’ar mare m’eo distroet an hañvourien d’ar c’hêrioù ez eo ur gwir levenez gellout bezañ gwell eus gwrezverkoù klouar c’hoazh hag eus traezhennoù didud a-wechoù.  Met diouzh ar goañv e vez kemeret e ster leun gant ger-ardamez an enezenn, « A-benn avel ha mor ».  Pa c’hwezh an avel ha pa ne vez eus ar mor nemet ur bourbouilh gwenn diroll e teu Edig war wel da vat.  An natur gwerc’h ha gouez an hini eo a lamm gant fri ar re galonek a gred avanturiñ war an douareier-se skubet gant ar fru. Estlammus !

Bezit soñj d’en em ziwall diouzh an heol diouzh an hañv ha da gemer arc’hant red ganeoc’h, n’eus bilhedaouer ebet war an enezenn.  

 

Mirout ma bilhedoù 

L'actualité Edig

Voir plus d'actualités
Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù*

    • Etre 2 ha 4 mont-ha-dont bemdez 
    • Loc’hañ kentañ 8e10/ distro diwezhañ 7e00 noz 

    *kement ha diskouez 

    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,35 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,50 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,00 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor Kiberen, 20 munutenn a-raok al loc’hañ. 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ.
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).