- Accueil
- Hol Listri
Hol Listri
LESTRAÑ DIOUZHTU EVIT OBER ANAOUDEGEZH GANT LESTRAZ KUZUL-RANNVRO BREIZH
DEGEMER MAT WAR VOURZH LESTRAZ KOMPAGNUNEZH AR MEURVOR : GRIT ANAOUDEGEZH GANT HOR C'HARRLISTRI : BANGOR, VINDILIS, ENEZ-GROE, KERDONIZ, MELVAN HAG ERFIN HOL LESTR DIWEZHAÑ : BREIZH NEVEZ I
Breizh Nevez I
BREIZH NEVEZ I eo bag chalbotat diwezhañ (pe lestr-treizh pe karrlestr) lestraz Kompagnunezh ar Meurvor bet lakaet da vont en-dro war linennoù mor inizi Kreisteiz Breizh. Graet he doa he zreuzadennoù kenwerzh kentañ e miz Ebrel 2018.
43.5 metr hed ha 11.6 metr ledander a zo enni ha dilec’hiañ a ra da 11.5 skoulm-herrder. Gellout a ra degemer war he bourzh 300 beajour ha 18 karbed touristerezh d’ar muiañ. Ober a ra an dreuzadenn etre an Oriant hag Enez-Groe e 45 munutenn.
Gant ar bignerez diouzh ar reoladoù TDK e c’hell an dud dalc’het en o c’herzhed kaout diraez da aezamant ar saloñsoù evit ar veajourien.
ENEZ-GROE
Enez-Groe eo ar vag chalbotat (pe lestr-treizh pe karrlestr) bet lakaet da vont en-dro war linennoù mor inizi Kreisteiz Breizh. Graet he doa he zreuzadennoù kenwerzh kentañ e miz Gouere 2008.
Bag-c’hoar Bangor an hini eo, 46 metr hed ha 12 metr ledander a zo enni ha dilec’hiañ a ra da 12 skoulm-herrder. Gellout a ra degemer war he bourzh 450 beajour ha 32 karbed touristerezh d’ar muiañ. Ober a ra ingal an dreuzadenn etre an Oriant hag Enez-Groe e 45 munutenn hag a-wechadoù an dreuzadenn etre Kiberen ha Porzh-Lae.
Gant ar bignerez diouzh ar reoladoù TDK e c’hell an dud dalc’het en o c’herzhed kaout diraez da aezamant ar saloñsoù evit ar veajourien.
BANGOR
Graet he doa BANGOR he zreuzadennoù kenwerzh kentañ e miz Even 2006.
46 metr hed ha 12 metr ledander a zo enni. Gellout a ra degemer war he bourzh 450 beajour ha 32 karbed touristerezh hag ober a ra an hent etre Kiberen ha Porzh-Lae (ar Gerveur) e 50 munutenn da 12 skoulm-herrder.
Aesaet eo an diraez da saloñs ar veajourien evit an dud dalc’het en o c’herzhed dre ur bignerez
Gant ar bignerez diouzh ar reoladoù TDK e c’hell an dud dalc’het en o c’herzhed kaout diraez da aezamant ar saloñsoù evit ar veajourien.
Vindilis
Lakaet eo bet ar vag chalbotat (pe lestr-treizh pe karrlestr) VINDILIS da vont en-dro e 1998.
Dindan an anv Vindilis e voe anavezet ar Gerveur war ur gartenn douaroniel evit ar wech kentañ, war-dro mil a-raok J.K. Ar vag a zo 48 metr hed ha 12,50 metr ledander enni. Gellout a ra treuzdougen betek 399 beajour ha 39 karbed touristerezh.
Ober a ra an dreuzadenn war-du ar Gerveur e 50 munutenn da 12 skoulm-herrder.
Aveet eo Vindilis gant ur bignerez ma c’hell ganti an dud dalc’het en o c’herzhed kaout diraez da saloñsoù ar veajourien.
KERDONIZ
Graet he doa Kerdoniz he zreuzadennoù kenwerzh kentañ e miz Gouere 2010.
An herrvag-mañ, 30,75 metr hed ha 8 metr ledander enni, eo bag kentañ al lestraz bet rummataet « Clean Ship » (bag naet). 295 beajour a c’hell mont war vourzh an herrvag-mañ. Ne dreuzdoug na karbedoù, na marc’hadourezh.
Ober a ra an dreuzadenn etre Kiberen ha Porzh-Lae e 30 munutenn da 20 skoulm-herrder. Gant Kerdoniz, e miz Gouere ha miz Eost, e c’heller mont da Saozon o loc’hañ eus Kiberen.
Kempennet eo Kerdoniz evit degemer an dud dalc’het en o c’herzhed.
MELVAN
Lakaet eo bet Melvan da vont en-dro e miz C’hwevrer 2010 hag anvet eo bet diouzh un enezennig roc’hellek a zo etre an div enezenn deservijet gantañ, Houad hag Edig.
Gant un tizh keitat a 16,5 skoulm e c’hell mont da Houad e 40 munutenn ha da Edig e 55 munutenn o loc’hañ eus Kiberen.
Gant an herrvag-mañ, savet diouzh ezhommoù annezidi an div enezenn, e c’heller treuzdougen betek 234 beajour ha 45 tonennad fred.
Kempennet eo Melvan evit degemer an dud dalc’het en o c’herzhed.