Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Beajiñ strollant

TREUZIÑ WAR-DU INIZI AR MOR-BIHAN GANT HO FAMILH PE HO MIGNONED

Emaoc’h o rakprientiñ un droiad vloaz a-stroll war un enezenn eus Breizh nepell diouzh an tiez-gar ha diouzh ahelioù-hent an Oriant, Gwened hag an Alre ?  Emaoc’h o klask ul lec’h touristel er Mor Bihan hag a roio tro deoc’h da achap kuit a-stroll un devezh-pad pe e-pad ur chomadenn verr ?

Ha pennit d’ar Gerveur, da Enez-Groe, da Houad pe Edig. Inizi ar Mor-Bihan a zo deservijet bemdez gant hor bigi ha gouzout a raint hoalañ ac’hanoc’h hañv-goañv.

GROUPE

D’an deiz D, lestrit holl asambles war vourzh hon herrvigi prim pe hor c’harrlistri doare chalboterien, eus Kiberen pe an Oriant, poent loc’hañ hoc’h avantur war an inizi.

MONT A-STROLL WAR AN INIZI D'AR GWELLAÑ PRIZ

Dre hor c’hinnigoù evit ar strolladoù, tennit gounid eus ar gwellañ prizioù evit mont war inizi ar Mor-Bihan.

Emañ ar c’hinnig-mañ e talvoud adalek 15 den hag a ra, asambles ha d’ar memes eurioù, ur mont hag un dont. Evit bezañ gwell eus ar priz e ranker ober ur paeamant hepken evit ar strollad a-bezh, ennañ ur rannbae a 30% paet pa vo miret ar veaj ha ne c’hello ket bezañ restaolet.  

E-pad an hañv e pedomp ac’hanoc’h da rakprientiñ an abretañ ar gwellañ ho peaj a-stroll war-du inizi ar Mor-Bihan.   Ma vez gwell ganeoc’h sioulder an diwezh-amzer, gweladennit ar Gerveur pe Enez-Groe diouzh ar goañv. Gellout a reoc’h emvataat eus prizioù digresket dedennusoc’h c’hoazh ha bezañ plijet-bras gant an inizi-se, gouez ha gwirion anezho.

Deuit e darempred gant servij ar strolladoù evit mirout ho chomadenn

Evit gwiriekaat ur priz ha kadarnaat miradenn ho strollad e pedomp ac’hanoc’h d’ober gant ar furmskrid daremprediñ o tibab “mirout evit ur strollad” evel abeg ar goulenn, pe da zont e darempred ganeomp dre bellgomz a Lun da Sadorn etre 09e00 ha 12e00 hag etre 2e00 ha 5e30 g.k.

Evit kaout ur c’hinnig diouzh ar moull, diouzh penn ho peaj, pad ho chomadenn, diouzh ho c’hoantoù ha diouzh an niver a dud er strollad, e pedomp ac’hanoc’h da zont e darempred war-eeun gant hor c’hevelerien.

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).