Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Ar parklec’hioù tost d’ar porzhioù-bageal aesoc’h bremañ

08 March 2024

Evit aesaat ho tigouezh hag ar parkañ ho karr-boutin, ez eus bremañ ur parklec’h nevez tost da vorz-bageal An Oriant, ha kregiñ a raio ar c’harr-nij eus Parklec’h Enezioù da borzh-bageal Kiberen da labourat a-nevez a-benn nebeut.

Parklec’h nevez e An Oriant

Anvet eo ar parklec’h nevez “Asturies” hag emañ e daou vunutenn da droad diouzh al loc’h-bageal, war c’hroashent Asturies. Digor eo, paeet, eus al lun betek ar sul, noz ha deiz, gant 234 plas parkañ. Gallout a rit prenañ forfaitoù evit an deizioù-pad. Kinniget eo ivez abonamantoù : 20 € ar miz pe 150 € ar bloaz.

Muioc’h a ditouroù diwar-benn ar parklec’h nevez tost da vorz-bageal An Oriant amañ.

An holl ziskoulmoù parkañ tost da vorz-bageal An Oriant amañ.

Parklec’h Enezioù e Kiberen

N’eo ket en servij e-pad ar bloaz a-bezh ar c’harr-nij eus Parklec’h Enezioù, met digor e chom ar parklec’h, zoken er mareoù diavaez-sezon. Setu perak e kinnigomp deoc’h, evit bezañ aesoc’h da barhañ war ar c’horn-bro, Parklec’h Enezioù e-pad ar goañvezh. Bez’ ez eus ennañ 1300 plas.

Ar c’harr-nij digoust a gas ac’hanoc’h betek porzh-bageal Kiberen adalek an 29 a viz Meurzh betek vakañsoù an Hollsent.

Muioc’h a ditouroù diwar-benn Parklec’h Enezioù amañ.

An holl ziskoulmoù parkañ tost da vorz-bageal Kiberen amañ.

Plus d’informations sur le Parking des Îles ici.

Toute les solutions de stationnement près de la gare maritime de Quiberon ici. 

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).