Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Cheñch a raio hon prizioù adalek d'an 13 a viz Mae 2022

10 May 2022

Ker beajourien,

Evel m’ho peus merzet dija er vuhez pemdez, ez eus bet ur c’hresk vras war priz an energiezhioù, abalamour d’an enkadennoù etrevroadel kreñv liammet ouzh brezel Ukraina. Ar c’hresk-se en deus lakaet ouzhpenn-se kresk buan ha bras war c’houstoù labourerezh ar servijoù publik a zaservij morlu enezioù aod ar Mor-Bihan. Abaoe meur a viz, e vezomp skoulmet gant ur c’hresk bras-tre war priz ar diesel. E nebeutoc’h eget ur bloavezh eo bet doubl priz ar pignad evit ar gompagnunezh bigi.

Hor c’hoant eo derc’hel d’ul live servij heñvel evit an holl implijourien, pe vefent enezidi pe get, hep kemm niver ar veajadennoù raktreset. Asambles gant Rannvro Breizh, hon eus labouret start evit stankañ kemm ar brizioù tikedoù da-heul kresk ar c’houstoù-mañ.

Ar Rannvro a gemero un darn vras eus ar c’hresk warni, da lavaret eo 60 % eus ar c’houstoù ouzhpenn.

An tennad arc’hant-mañ a sikour da miret ouzh ur c’hresk re uhel war briz ar baleadennoù. Da skouer, priz ur veaj evit un den deuet enezad a gresko gant 0,20 €. Evid un den deuet n’eo ket enezad, e kresko gant 1 €.

Ar c’hresk war brizioù treuzdougen tud ha kirri a vo lakaet e pleustr adalek an 13 a viz Mae evit pep prenaden pe kemmadenn graet adalek an deiziad-se.

Trugarez deoc’h evit ho komprenez,

Patrick Lejeune, Rener

Dans la même catégorie…

Voir plus d'actualités

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).