Cheñch a raio hon prizioù adalek d'an 13 a viz Mae 2022
10 May 2022
Ker beajourien,
Evel m’ho peus merzet dija er vuhez pemdez, ez eus bet ur c’hresk vras war priz an energiezhioù, abalamour d’an enkadennoù etrevroadel kreñv liammet ouzh brezel Ukraina. Ar c’hresk-se en deus lakaet ouzhpenn-se kresk buan ha bras war c’houstoù labourerezh ar servijoù publik a zaservij morlu enezioù aod ar Mor-Bihan. Abaoe meur a viz, e vezomp skoulmet gant ur c’hresk bras-tre war priz ar diesel. E nebeutoc’h eget ur bloavezh eo bet doubl priz ar pignad evit ar gompagnunezh bigi.
Hor c’hoant eo derc’hel d’ul live servij heñvel evit an holl implijourien, pe vefent enezidi pe get, hep kemm niver ar veajadennoù raktreset. Asambles gant Rannvro Breizh, hon eus labouret start evit stankañ kemm ar brizioù tikedoù da-heul kresk ar c’houstoù-mañ.
Ar Rannvro a gemero un darn vras eus ar c’hresk warni, da lavaret eo 60 % eus ar c’houstoù ouzhpenn.
An tennad arc’hant-mañ a sikour da miret ouzh ur c’hresk re uhel war briz ar baleadennoù. Da skouer, priz ur veaj evit un den deuet enezad a gresko gant 0,20 €. Evid un den deuet n’eo ket enezad, e kresko gant 1 €.
Ar c’hresk war brizioù treuzdougen tud ha kirri a vo lakaet e pleustr adalek an 13 a viz Mae evit pep prenaden pe kemmadenn graet adalek an deiziad-se.
Trugarez deoc’h evit ho komprenez,
Patrick Lejeune, Rener
Dans la même catégorie…
Voir plus d'actualités-
Kinniget an enezioù d’ho tud kar
08 December 2024
Ha petra 'ta ma vefe un tec'hadenn war-zu inizi kaer Mor-Bihan ? Dizoloit hor bilhedoù prof ha roit da huñvreal d’ho tud kar gant un avantur enezel dic’hallus ! Kinnig ur bilhed prof : un... -
Compagnie Océane a zeu da vezañ BreizhGo Océane
05 December 2024
Adalek an 1añ a viz Genver 2025, ur bajenn nevez a grog evit ar treizhioù mor war-zu inizi ar Mor-Bihan: La Compagnie Océane a gemm anv ha dont da vezañ BreizhGo Océane. Ar c’hemm-mañ a zo ul... -
Un asuransiñ dideroù evit golo ho trubuilhoù dic'hortoz
29 January 2024
Dre ar c’heveler Phenomen, e kinnig BreizhGo Océane bremañ d’an holl veajourien nebeut-awalc’h un asuradur nullañ evit golo ar c’hudennoù dic’hortoz hag an nebeud amzer a chom en a-raok. *... -
Servij nevez er gareoù hag war ar vag
05 October 2023
Krouet gant rouedad Transdev eo Smart-Trip, ur stalenn o tont a-benn da gas war-raok muioc’h evit 2000 kontadenn berr, evit ma c’hall beajerien kaout ur servij nevez e-pad o amzer gwelout e gareoù...