Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Gare nevez Kiberen

15 June 2021

Rannvro Breizh, Aotorite porzh ha karg anezhi eus ar servijoù etreziliz, en deus roet lañs da savidigezh gare vor nevez Kiberen

Savet e 1972, ar gare vor a-vremañ, a zegemer war-dro 1 milion a veajerien bep bloaz, en deus ezhomm hiziv an deiz da vezañ adaozet evit dont da vezañ ur savadur modern, kemmadus ha digevatal evit an holl implijerien. Ar raktres pinvidik-mañ, e-kreiz-kêr, a zo gant ar pal pourchas plijadur ha respontoù d’ar pezh a vez goulennet gant an dud — pe vefent enezidi, vakansourien pe annezidi an eil gwech — o veajiñ eus pe da Houad, Edig pe Ar Gerveur, ha da zerc’hel kont ivez eus ar c’hudennoù stag ouzh ar c’henderc’hel tiriadel.

Pal ar raktres eo kinnig ur savadur azasaet d’ar c’hresk bras a veajerien hervez an amzer-vakansoù, ha pourchas ivez daeladoù labour mat evit an holl implijoù a dremen dre ar gare vor : transport tud, kirri ha marc’hadourezh.

Ar raktres a bado tri bloaz, gant un ehan e miz Gouere ha miz Eost, hag a c’hello lakaat trubuilhoù war dachenn an digoradur hag an en em vesk. War hor lec’hienn Internet e kavit meur a bajennenn a ro titouroù diwar-benn an digoradur d’ar gare vor pe ar parkerezh e Kiberen.

Evit kaout muioc’h a ditouroù, e kinnigomp deoc’h mont da welout lec’hienn Internet Rannvro Breizh.

Dans la même catégorie…

Voir plus d'actualités

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).