Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Gare nevez Kiberen

15 June 2021

Rannvro Breizh, Aotorite porzh ha karg anezhi eus ar servijoù etreziliz, en deus roet lañs da savidigezh gare vor nevez Kiberen

Savet e 1972, ar gare vor a-vremañ, a zegemer war-dro 1 milion a veajerien bep bloaz, en deus ezhomm hiziv an deiz da vezañ adaozet evit dont da vezañ ur savadur modern, kemmadus ha digevatal evit an holl implijerien. Ar raktres pinvidik-mañ, e-kreiz-kêr, a zo gant ar pal pourchas plijadur ha respontoù d’ar pezh a vez goulennet gant an dud — pe vefent enezidi, vakansourien pe annezidi an eil gwech — o veajiñ eus pe da Houad, Edig pe Ar Gerveur, ha da zerc’hel kont ivez eus ar c’hudennoù stag ouzh ar c’henderc’hel tiriadel.

Pal ar raktres eo kinnig ur savadur azasaet d’ar c’hresk bras a veajerien hervez an amzer-vakansoù, ha pourchas ivez daeladoù labour mat evit an holl implijoù a dremen dre ar gare vor : transport tud, kirri ha marc’hadourezh.

Ar raktres a bado tri bloaz, gant un ehan e miz Gouere ha miz Eost, hag a c’hello lakaat trubuilhoù war dachenn an digoradur hag an en em vesk. War hor lec’hienn Internet e kavit meur a bajennenn a ro titouroù diwar-benn an digoradur d’ar gare vor pe ar parkerezh e Kiberen.

Evit kaout muioc’h a ditouroù, e kinnigomp deoc’h mont da welout lec’hienn Internet Rannvro Breizh.

Dans la même catégorie…

Voir plus d'actualités
  • Petra ober e Kiberen a-raok pignat war vag ?

    31 October 2025

    Emañ beg-douar Kiberen ul lec’h dreist evit kevreañ diskuizh, natur ha mor a-raok pignat war ar vag da zifenn war an inizi. Pe e vefec’h o tremen ur vakañs pe o vont d’un dreizhadeg, e c’hallit...
  • Kousket e Porzh Laez : tioù-ostiz, chambroù-tud ha lojezhioù dic’hortoz

    27 October 2025

    Chom e Porzh Laez, porzh-kêr pennañ Ar Gerveur, zo reiñ d’ho peuriad ur c’hed-lec’h dibar : ur porzh bev-bras, natur burzhudus, torgennoù mor ha spered an enezenn. Evit profitañ penn-da-benn eus...
  • Rit anaoudeg ho sonj war dazont al liamm mor-linenn kiberen – Ar gerveur

    12 August 2025

    BreizhGo Océane, ur servij eus Reion Breizh, arveret gant Transdev Océane, a bourchas liammoù mor-linenn da enezioù Mor-Bihan (Ar Gerveur, Groe, Houad ha Edig) adalek Kiberen ha An Oriant. Ar...
  • Hentoù-pell gwellañ e Ar Gerveur evit un diskuizh e-kreiz an natur

    22 July 2025

    C’hoant ho peus da dec’hout ? Hentoù-treuz Ar Gerveur a ginnig deoc’h un tañva eus an tiriad breizhat gant kleuzioù krignet gant ar mor, traezhennoù kuzhet ha porzhioù bihan brav evel Sauzon ....

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).