Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Enez Groe

Gant Kompagnunezh ar Meurvor, kompagnunezh vor inizi Kreisteiz Breizh, pennit da Enez-Groe, an enezenn gant granat ! Tapit ar vag e kae-lestrañ porzh-bageal an Oriant ha kit betek porzh Loktudi goude un dreuzadenn verr ha plijus war vourzh unan eus hol listri. Gant hon treuzadennoù pemdeziek e c'heller mont da Enez-Groe bemdez a-hed ar bloaz evit tremen un devezh war an enezenn, e-pad un dibenn-sizhun pe un nebeud devezhioù evit ober anaoudegezh ganti.

TREUZADENN EUS AN ORIANT WAR-DU ENEZ-GROE, UN ENEZENN PUILH AN ISTOR HAG AR GLAD ENNI, DA ERGERZHOUT A-HED AR BLOAZ 

Kregiñ a ra ar morvale gant treuzadenn morlenn an Oriant, ar pezh a roio tro deoc’h bamiñ, a-gleiz deoc’h, ouzh gwikadell Porzh-Loeiz, gederez kadarn o tiwall kêr, hag a-zehou deoc’h,ouzh kêr gouronkañ an Arvor hag he kenkizoù lorc’hus eus dibenn an XIXvet kantved.    Neuze, en ur vont kuit eus ar ganol-vor e lonkoc’h ur banne avel fresk kement ha diskouez deoc’h e veoc’h aet er-maez eus ar morlenn ha degouezhet er meurvor Atlantel.   A-bell e kroger da spurmantiñ tres Enez-Groe. 

Goude 45 munutenn treuziñ war vourzh hor bigi, setu m’oc’h pedet da zilestrañ e Porzh Tudi, bet e-pad pell kentañ porzh touneta Frañs ha deuet da vezañ ur porzh-bageal priziet-kaer hiziv.  Er porzh bihan-mañ, breizhek kenañ anezhañ, gant tiez livet ha stalioù-kenwerzh bihan en-dro dezhañ, e vez annezidi Enez-Groe oc’h ober bec’h tra m’en em dremen bigi pesketa ha gouelieroù bageal dirak ar pontonioù.  

  • 1 gar-vor loc’hañ en Oriant 
  • 45 munutenn treuziñ eus an Oriant war-du Loktudi 
  • 5 mont-dont etre miz Gwengolo ha miz Even 
  • Etre 6 ha 9 mont-dont e miz Gouere ha miz Eost 

OBER ANAOUDEGEZH GANT ENEZ-GROE EN UN DEVEZHIAD TRO PE E-PAD UN NEBEUD DEVEZHIOÙ WAR AL LEC’H 

Bemdez a-hed ar bloaz e vezit treuzkaset gant Kompagnunezh ar Meurvor war-du ur gwir teñzor naturel gwarezet hag a vez rannet laouen gant e 2360 annezad.

War droad pe war varc’h-houarn, grit tro an enezenn en un devezh o vont gant ar gwenodennoù-bale war an aod pe gant an troiadoù a zo diouzh ar mirc’hi-houarn. Ma chomit meur a zevezh war an enezenn ho po amzer da arsaviñ he lec’hioù dibar ha da ebatal er Sableg Vras, an draezhenn brudet a zo e biz Enez-Groe. 

 

 

Mirout ma bilhedoù

L'actualité Enez Groe

Voir plus d'actualités
Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù

    • 5 mont-ha-dont bemdez 
    • Loc’hañ kentañ 6e50/ distro diwezhañ 7e30 noz 
    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,35 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,50 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,00 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor an Oriant, 20 munutenn a-raok al loc’hañ. 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout en Oriant 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ. 
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).