Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

breizhgo

Fiñv-didrouz

03 September 2021

Aozet bep bloaz, he deus ar sizhunvezh war ar c’hefluskererezh evit pal da zielfennañ ha da skoazellañ an annezidi da gemmañ o boazioù beajiñ evit mont gant doareoù gwelloc’h evit an endro.

Petra eo ar gefluskererezh flour ?

 

N’eo nemet an doareoù all d’an treuzdougen motoriset. Gant se, ar marc’hoù-houarn, ar skirioù-roul, ar rolloù pe an hent war droad a vez kontet evel doareoù kevlusk all. Ar re-mañ a zo gwanoc’h o leuskel moged, ha gwech all buanoc’h zoken war an hentoù bras.

crédit photo : Anaëlle Chrétien

War an inizi e vez diorroet muioc’h-mui ar gefluskererezh flour. Dre ar c’hefluskererezh all e c’haller tizhout lec’hioù eus an inizi n’int ket digor d’ar c’hirri. Dre ma’z eo prederiañ war an endro ur pal pennañ, e vez bevennet — pe zoken difennet — ar c’hefluskererezh dre girri. Evel-se e vez graet e Houad hag en Enez Edig : n’eo ket aotreet ar c’hirri eno. Ar vag a raio an treizhadenn da Houad hag Edig, ar Melvan, a zo bihanañ e bagoù ar strollad : ur vag-baleourien hep plas evit kirri motoriset.

E Gerveur hag e Groez, lec’h ma vez aotreet kirri motoriset, e kinnigomp kentoc’h mont gant ar gefluskererezh flour evit un devezh-abadenn. Gant ar c’hinnig savet evit Sizhunvezh ar Gefluskererezh, pe evit ober tro Enez Groez war ur VTT pe dizoloiñ al lec’hioù pennañ e Gerveur war ur marc’h-houarn tredan, e sikouromp ac’hanoc’h da brofitañ eus sioulder an amzer-digreskiñ evit diskenn eus ar bed pemdez ha mont da eñvorenniñ en un enezenn dindan un eurvezh diouzh an douar-bras.

Titouroù praktik 


War an inizi ez eus panelloù heñchañ hag hentadoù bet krouet evit souten pleustriñ war ar marc’h-houarn :

  • E Gerveur, evit dizoloiñ ar pevar kumun bennañ, ret eo heuliañ ar panelloù heñchañ gant anv ar gumun da dizhout, skrivet e liv glas-gwer war un drekleur gwenn. Evit ober ur c’hirz-hent gant distro adalek unan eus ar pevar kumun, ret eo heuliañ panelloù gant ur pikolenn e liv ar c’hirz-hent (glas, mouk, orañjez, ruz pe melen). Ar gartenn douristelez a gaver en Ofis an Touristerezh.

  • E Groez, ur panellerezh nevez a zo bet staliet nevez zo. Pep hentad a zo rannet e niverennoù a gaver war ar panelloù ouzh pep kroaz-hent. 4 hentad a vez kinniget, ha n’eus ket nemet heuliañ ar niverennoù gant skoazell ar gartenn a gaver en Ofis an Touristerezh.

Ra c’hallomp stourm asambles evit ar gefluskererezh padus !

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).