Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Ar Gerveur (Porzh Laez)

Trawalc'h eo menegiñ hec'h anv evit kas ac'hanoc'h e kreiz ar meurvor… Kit d'ober anaoudegezh gant ar Gerveur war vag eus kae-lestrañ Kiberen. Kinnig a ra ar gompagnunezh vor treuzadennoù prim gant karrlistri war-du ar Gerveur da vont da Borzh-Lae bemdez a-hed ar bloaz ha meur a wech bemdez evit vakañsoù, e-pad un dibenn-sizhun pe evit un devezhiad tro. Kinniget e vez ivez ur vorlinenn eus Kiberen war-du Saozon evidoc'h da c'hellout mont d'ar Gerveur gant ar vulzun e-pad an hañv.

TREUZADENN KIBEREN WAR-DU AR GERVEUR, BRASAÑ ENEZENN BREIZH, DA WELADENNIÑ A-HED AR BLOAZ 

Emañ ar Gerveur 15 km a-vaez da Giberen, 20 km hed ha 9 km ledander enni, homañ eo ar vrasañ eus inizi ar Mor-Bihan ha brasañ enezenn Breizh zoken. Goude tri c’hard eurvezh treuziñ war vourzh hor bigi e veoc’h degemeret gant gwikadell veur Vauban a sav a-us da Borzh-Lae, porzh ha kêr-benn an enezenn. Hogos 5 300 a dud a zo o chom er Gerveur a-hed ar bloaz. Enezenn vojennel, gwarezet ar c’haerder anezhi, ar Gerveur zo ur bravig da ziskoachañ hañv-goañv. 

Ha c’hwi Gerveurad o chom war an enezenn, tourist, pe oc’h ober un devezhiad tro, e c’hellit lestrañ gant Kompagnunezh ar Meurvor war-du ar Gerveur dre un dreuzadenn brim eus gar-vor Kiberen da vont da Borzh-Lae pe da Saozon e-pad an hañv. 

  • 1 gar-vor loc’hañ e Kiberen 
  • 50 munutenn treuziñ eus Kiberen war-du Porzh-Lae 
  • 30 munutenn treuziñ gant ar vulzun etre Kiberen ha Saozon e miz Gouere ha miz Eost. 

GWELADENNIÑ AR GERVEUR E-KERZH HO VAKAÑSOÙ PE E-PAD UN DIBENN-SIZHUN WAR AN ENEZENN 

Ur gwir baradoz eo ar Gerveur evit ar re sot gant an natur. Ur c’hant kilometrad bennak a wenodennoù-bale a zo enni hag ouzhpenn 40 kilometrad hentoù balizennet a-ratozh-kaer evit an divrodegoù, pell diouzh an hentoù-kirri-tan.  Ha c’hwi o veajiñ gant ho familh, a-stroll, a-goublad pe hoc’h-unan, lestrit e Kiberen war droad, gant ho karr-tan pe gant ho marc’h-houarn ha kit d’ar Gerveur evit ober anaoudegezh gant an enezenn war ho pouezig.  

 

Mirout ma bilhedoù 

L'actualité Ar Gerveur (Porzh Laez)

Voir plus d'actualités
Réserver mes billets

Informations pratiques

  • clock

    Eurioù

    • Etre 7 ha 12 mont-ha-dont bemdez 
    • 1 mont-dont Kiberen-Saozon en uhelamzer 
    • Loc’hañ kentañ 6e/ distro diwezhañ 8e noz 

     

    SELLET OUZH AN EURIOÙ
  • tickets

    Prizioù

    • Oadourien adalek 18,40 € (priz leun) 
    • Tud yaouank adalek 13,80 € (priz leun) 
    • Bugale adalek 11,40 € (priz leun) 
    GWELET MUNUDOÙ AR PRIZIOÙ
  • parking

    Moned ha parkañ

    • Lestrañ e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen, 20 munutenn a-raok al loc’hañ. 
    • Hoc’h aliañ a reomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag da nebeutañ. 
    MONT D'AR GAR-VOR

Autres îles de la Bretagne à découvrir

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).